Menez Kameroun
Menez Kameroun (anvet Mont Cameroun e galleg; Mount Cameroon e saozneg; Mongo-mo-Ndemi e bakwerieg, ar pezh a c'haller treiñ gant "Menez an doueoù") zo ur menez-tan e stad Kameroun, en Afrika. Menez uhelañ ar vro eo, gant 4 095 metr a uhelder[1]. Fako eo anv ar beg uhelañ. Emañ nepell diouzh Pleg-mor Ginea ha test eo eus ar volkanegezh a zo el lodenn-se eus ar bed, evel m'eo ivez an inizi São Tomé ha Príncipe, Bioko pe Annobón er Mor Atlantel.
Er bloavezh 2012 e oa c'hoarvezet an dislonkadenn diwezhañ.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Meur a sifr a gaver evit an uhelder-se, hervez an douaroniourien: 4 095 m, 4 070 m, 4 040 m.