Feur Diorroadur Denel

An Indikadur Diorroadur Denel a vez graet eus ur stadeg krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1990 evit jediñ live an diorroadur denel hervez ar vroioù er bed. An IDD a vez diazezet war teir elfenn: ar c'henderc'h Diabarzh Kriz dre anneziad, ar spi bevañ adal ar ganedigezh hag al live deskadurezh.

Indikadur Diorroadur Denel
index number, wellbeing index
Iskevrennad eusdimensionless quantity Kemmañ
Arvezdevelopment of the human body Kemmañ
Dizoloer pe ijinerMahbub ul Haq, Amartya Sen, Meghnad Desai, Baron Desai Kemmañ
ISQ dimension Kemmañ
Quantity symbol (LaTeX) Kemmañ
Roll elfennoùlist of countries by Human Development Index Kemmañ
Kartenn ar bed hervez Feuriader an diorren denel dre vro embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet d'ar 24 a viz Gouhere 2014).
  • ██ Uhel tre
  • ██ Uhel
  • ██ Kreiz
  • ██ Izel
  • ██ titour ebet
  • Kartenn ar bed hervez an Indikadur Diorroadur Denel dre vro (diazezet war sifroù 2018, embannet e 2019).[1]
  • ██ 0.800–1.000 (uhel-tre)
  • ██ 0.700–0.799 (uhel)
  • ██ 0.550–0.699 (etre)
  • ██ 0.350–0.549 (izel)
  • ██ titouroù ebet
  • An Indikadur Diorroadur Denel n'eo nemet un elfenn a vez implijet e-touezh mennad an diorroadur denel gant an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Ouzhpennet e oa bet d'ar C'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad rak ne oa ket gwelet evel resis a-walc'h. Ar c'henderc'h diabarzh kriz ne gemer ket e kont ma vev evurus an dud en un doare hiniennel pe a-stroll, ma vez aes da strolladoù pe hiniennoù ur gevredigezh da welet e live bevañ o uhelaat. Ne vez kemeret e kont nemet live an ekonomiezh.

    Orin an Indikadur Diorroadur Denel a vez da glask war-zu an annual Human Development Reports (Dezrevell bloaziek an diorroadur denel) embannet gant skourr aozadur ar broadoù unanet e-karg an diorroadur denel an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Krouet ha divizet e oa bet ar stadeg gant an ekonomiour Mahbub ul Haq a orin eus Pakistan er bloavezh 1990, gant ar pal "mont e-bioù ar sell nemetañ war diorroadur gounidoù an ekonomiezhioù broadel evit kas ar sell war-zu ar bolitikerezhioù kreizennet war ar bobloù".

    Ar jedadenn

    kemmañ

    Ar jedadenn nevez (abaoe 2010)

    kemmañ

    Embannet d'ar 4 a viz Du 2010 (adneveshaet d'an 10 a viz Even 2011), an dezrevell 2010 Human Development Report (IDD) a gemer e kont teir elfenn:

    • Ur vuhez hir gant ur yec'hed mat: Ar vuhez a vez da gaout un den adal e ganedigezh
    • Indikadur ar skoliata: An niver a vloavezhioù skoliata hag ar bloavezhioù skoliata a vefe da gaout gant un den en e vuhez
    • Ur vuhez diazez mat: Ar c'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad

    Notennoù ha daveennoù

    kemmañ