Kameroun alaman
Kamerun eo anv alamanek Kameroun pa oa un drevadenn alaman betek 1916.
Istor
kemmañKentañ diazezadur alaman er c'hornad a c'hoarvezas pa voe savet ur sistem postoù e Douala en 1868, gant ar gompagnunezh listri C. Woermann eus Hamburg. Gwarez Alamagn a voe ofisielaet da goulz rannidigezh Afrika gant an ergerzher hag impalaerour alaman Gustav Nachtigal.
E 1911 e voe kresket ar vroad gwarezet pa voe staget Neukamerun, goude afer « taol Agadir », diskoulmet gant Feur-emglev Fès. Eus 495 000 km2 ez eas ar gorread da 790 000 km2.
« Kamerun » ha dizalc'hted
kemmañEl levr Kamerun ! Une guerre cachée aux origines de la Françafrique (1948-1971), e tispleger e voe kemeret an anv « Kamerun » gant broadelourien ar strollad politikel UPC, er bloavezhioù 1950, pa voe berzet o strollad e miz Gouhere 1955. Hervez an oberourien, en o digoradur, e talc'he an emsaverien d'o frogram - dizalc'hted, adunvaniñ, justis - dindan ar ger Kamerun ! d'ober goap ouzh ar C'hallaoued gant ar ger alamanek roet gant ar c'hentañ trevadennerien, enebourien vras ar C'hallaoued, pa voe rannet ar vro etre Cameroun ar C'hallaoued ha Cameroon ar Saozon. Er ger kamerun eta ne oa ket ur slogan hepken met ur spered : hini ar stourm[1].