Araogenn
Un doare rannig yezhadurel eo an araogenn a dalvez da ziskouez natur al liamm etre ur renadenn (peurliesañ un rannfrazenn anv hag un elfenn all er rannfrazenn pe er frazenn. Alies a-walc'h e tenn al liamm-se pe d'al lec'h ma vez kavet ar renadenn pe c'hoazh d'ar prantad pa voe graet, da skouer:
(Araogennoù e druz ; rannfrazennoù araogennek e italek)
- War ar gador emañ ar c'hazh.
- Bez' oan o c'hortoz a-hed an deiz.
- Ne vefont ket achu a-raok dilun.
- O komz gantañ e oamp.
- Aet e oa d'en em goach a-drek an nor
Araogennoù eeun ha kevrennek
kemmañE meur a yezh, ar brezhoneg en o zouez (s.o. araogennoù brezhonek), e kaver daou doare araogennoù:
- araogennoù eeun, skrivet en ur ger
- evel a, da, e, ouzh, war
- araogennoù kevrennek, savet diwar araogennoù eeun mui un elfenn all:
- heuliet gant un anv-kadarn peurvuiañ, evel a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, war-dro
- heuliet gant ur verb a-wechoùigoù: da-gaout, war-gaout
- heuliet gant un araogenn all a-wechoùigoù: da-vet, war-vetek.
Rannfrazennoù araogennek
kemmañRannfrazenn araogennek (saoz. prepositional phrase) an hini a vez graet eus ar stroll araogenn ha renadenn. Bez e c'hell bezañ implijet seurt rannfrazennoù araogennek-se evit spishaat rannfrazennoù anv pe rannfrazennoù verb evel pa vije anvioù-gwan pe adverboù anezhe, da skouer er frazenn aet e oa ar plac'h en he c'hoazez war ar gador e talvez ar rannfrazenn araogennek war ar gador da spisaat ar verb mont en koazez.
Brudet eo ar yezhoù keltiek evit displegañ araogennoù evel pa vijent verboù, ds.:
- gant > gantañ (gant + dibenn o verkañ an trede gour unander gourel)
- e(n) > enne (e(n) + dibenn o verkañ an trede gour liester)
- diouzh > diouti (diouzh + + dibenn o verkañ an trede gour unander benel)
Lerc'hennoù
kemmañYezhoù zo, evel ar japaneg da skouer, a laka ar rannoùigoù liammañ a seurt-se goude o renadenn e-lec'h o lakaat dirazañ. lerc'hennoù ha n'eo ket araogennoù a vez graet eus ar rannoùigoù-se neuze.
Setu un nebeud skouerioù tennet eus yezhoù a ra gant lerc'hennoù:
- sinaeg: zhuōzi shàng ("taol war" = war an taol), wūzi lǐ (kambr e = er gambr)
- izelvroeg: het huis in ("an ti e" = en ti)
- finneg: talon edessä ("an ti dirak = dirak an ti"), talon takana ("an ti a-dreñv = a-dreñv an ti")
- alamaneg: dir gegenüber ("te a-dal = a-dal dit"); ihm zufolge ("eñ hervez = hervezañ), die Straße entlang ("ar straed a-hed" = a-hed ar straed))
- hindeg: kamre mẽ ("kambr e = er gambr)
- hungareg: kutya nélkül ("ki hep == hep ki)
- japaneg: doko ni ("pelec'h e" = e pelec'h), doko e ("pelec'h da" = da belec'h))
- koreaneg: Hanguk e ("Korea da = da Gorea)
- turkeg: evin önünde ("an ti dirak = dirak an ti), evin arkasında ("an ti a-drek = a-drek d'an ti)
Techet e vez ar yezhoù a ra gant lerc'hennoù d'ober ivez gant an urzh rener-renadenn-verb (SOV). Yezhoù all avat a c'hell ober gant an urzh-se hep ober dre ret gant goudeennoù, da skouer al latin. Techet e vez ar yezhoù a ra gant goudeennoù da lakaat an anvioù-gwan dirak an anv-kadarn spishaet gante.