Araogennoù brezhonek

An araogennoù brezhonek zo daou seurt anezho:

  • an araogennoù eeun, skrivet en ur ger
    • evel a, da, e, ouzh, war
  • an araogennoù kevrennek, savet diwar araogennoù eeun ha
    • heuliet gant un anv-kadarn peurvuiañ, evel a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, ouzhpenn, war-dro
      • heuliet gant daou anv-kadarn a-wechoùigoù evel e-tal-kichen
    • heuliet gant ur verb a-wechoùigoù: da-gaout, war-gaout
    • heuliet gant un araogenn all a-wechoùigoù: da-vet, war-vetek.

An araogennoù eeun

kemmañ

Graet int

  • gant ur ger unsilabennek alies: a, da, e, eus, gant, ouzh, war
    • darn o deus div silabenn: evel, evit, eget, nemet,
    • darn o deus adstummoù: digant, diwar, diouzh,
  • stummoù personel o deus: anezhañ, dezhañ, ennañ, outañ, warnañ

An araogennoù kevrennek

kemmañ

Graet int:

  • gant un araogenn eeun hag un anv-kadarn: e-kreiz, war-dro, da-heul
  • a-wechoù gant un araogenn eeun hag un anv-verb: da-gaout, war-gaout
  • a-wechoù gant un araogenn eeun hag un araogenn all: war-vetek

Setu un nebeud skouerioù a-douez tremen ur c'hantad :

  • diwar a: a-berzh, a-bouez, a-gouez, a-vesk, a-gichen, a-greiz
  • diwar da: da-geñver, da-di, da-heul, da-gichen
  • diwar diwar: diwar-benn, diwar-dro, diwar-goust, diwar-gaout
  • diwar e: e-kichen, e-keñver, e-kreiz, e-mesk, e-touez, e-touesk
  • diwar eus: eus-ti, eus-kichen, eus-kaout,
  • diwar ouzh: ouzhpenn
  • diwar war: war-dro, war-zigarez, war-zu (war-du), war-bouez

An troiennoù araogennel

kemmañ

Ouzhpenn d'an daou seurt-se e ranker ivez menegiñ an troioù araogennel niverus, a vez implijet div araogenn enne peurvuiañ, evel:

  • diwar a:
    • abalamour da,
    • a-gevret gant, a oad gant
  • diwar e:
    • e-pign ouzh,
    • an abeg da, e-sell da, en tu all da
  • diwar gant: gant aon da.

A-zivout implij an araogennoù

kemmañ

Tremen 300 araogenn zo e-brezhoneg, pell muioc'h eget e galleg (150 bennak a-hervez) pe e saozneg.

Ne vezont ket implijet holl gant an holl dud avat.

  • Darn zo heñvelster:
    • a-raok, a-barzh, kent
    • e-kichen, e-tal, e-tal-kichen
  • Darn zo bet dilezet (dimeus, ouzh-harz), evel a zo c'hoarvezet e yezhoù all evel-just.
  • Darn zo marteze diezhomm: diwar/a-ziwar.

Fazioù en implij an araogennoù

kemmañ

Unan eus an traoù diaesañ a zo en ur yezh eo implij an araogennoù. Poan a vez gant tud zo implij reizh an troiennoù, ha dre levezon ar galleg e implijont alies araogennoù direizh:

  • Goulenn un dra digant un den (ha n'eo ket "da" un den)
  • Soñjal en un dra (ha n'eo ket "da" un dra)
  • Bezañ bet e Kemper o welout un den (ha n'eo ket *da Gemper na *da welout).
  • Tennañ da un den (a dalv kement ha bezañ hañval outañ), ha n'eo ket ouzh un den.
Gwelout ar fazioù stankañ.