Araogenn eeun
Er yezhoniezh e vez implijet an termen araogenn eeun, pe araogenn diazez hervez yezhadur ar brezhoneg (saoz.: simple preposition), evit komz eus araogennoù enne ur vorfemenn ha netra ken.
Enebet e vez an araogennoù eeun ouzh an araogennoù kevrennek, rak er re-se ez eus div vorfemenn d'an nebeutañ, evel da skouer e brezhoneg:
- Araogennoù eeun
- war, da, gant
- Araogennoù kevrennek
- war-dro, e-tal, da-gaout, digant