Yezhadur ar brezhoneg
Yezhadur ar brezhoneg eo studi an holl reolennoù a ro tro da sevel frazennoù a vo reizh d'ar vrezhonegerien.
Meur a gevrenn zo e studi yezhadur ar brezhoneg :
Dibarderioù en ereadurezh ar brezhoneg
kemmañSetu int dre vras
- kentañ tra a weler eo kemmadurioù ar c'hensonennoù
- lec'h ar verb er frazenn: ne vern petra a vez lakaet da gentañ e teu ar verb displeget da eil.
- Er stumm-nac'h,
- pa vez lakaet ar rener lies goude ar verb displeget e chom ar verb en unander: Ne oar ket an dud.
- pa vez lakaet ar rener lies a-raok ar verb displeget e vez lakaet ar verb el liester: An dud n'ouzont ket .
- an anv-gwan a vez lakaet goude an anv-kadarn (ha n'eo ket dirak evel e saozneg): ar Mor Bihan
- Goude un niver e lakaer an anvioù en unander: tri martolod
- displeget e vez an araogennoù: din, warnon, ...