Er yezhoniezh, ha pa vez komzet eus yezhadur ar brezhoneg, e vez graet araogenn gevrennek (saoz.: compound preposition pe complex preposition) eus un araogenn a zo enni daou vorfem d'an nebeutañ.

Enebet eo vez an araogennoù kevrennek ouzh an araogennoù eeun, enne un elfenn nemeti, da skouer:

Araogennoù eeun
Brezhoneg
war, da, gant
Saozneg
on ("war"), to ("da"), with ("gant")
Gresianeg
σε ("e; da"), με ("gant"), για ("evit; diwar-benn")
Araogennoù gevrennek
Brezhoneg
war-dro, e-tal, da-gaout, digant
Saozneg
next to ("e-tal"), instead of ("e lec'h"), because of ("abalamour da")
Gresianeg
αντί για ("e lec'h"), πριν από ("a-raok")

An araogennoù kevrennek a c'hell bezañ stag, distag pe c'hoazh liammet an eil morfem ouzh egile gant ur varrennig-stagañ hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh, en ur c'hoût e c'hell bezañ amsklaer-tre dielfennadur morfologel an araogennoù kevrennek peurstag hag a c'hellfent bezañ renket e-touez an araogennoù eeun ivez, da skouer:

Peurstag:
brezhoneg: diwar, digant
saozneg: within, beside
Staget gant un tired:
brezhoneg: e-tal, da-gaout
galleg: au-dessus (de) ("a-us (da)")
Distag:
saozneg: next to ("e-tal")
gresianeg: 'πανώ από ("war; a-us da")

Unan eus an daou vorfem, da lâret eo ar penn an araogenn gevrennek, a rank bezañ un araogenn eeun, keit ha ma c'hell dont an eil morfem eus rummadoù yezhadur all, da skouer e brezhoneg:

Un anv-kadarn peurvuiañ, d.s.
a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, war-dro
Ur verb a-wechoùigoù, d.s.
da-gaout, war-gaout
Un araogenn all a-wechoùigoù, d.s.
da-vet, war-vetek


Gwelit ivez:

kemmañ