Er yezhoniezh e vez implijet an termen kenverb (saoz.: coverb pe converb) evit komz eus ur verb didermen a dalvez evit sevel islavarennoù adstagennek.

E´keñver ar framm kevreadurezhel e ren war ur c'henver ur verb all daoust ha ma n'eo ket kevatal ar c'henverb da arguzenn ar verb-se.

Gallout a ra talvezout ur c'henverb da adstagenn, da lâret eo da adverb, met n'hall ket talvezout da brezegad ur frazenn eeun na da arguzenn un islavarenn, N'hall ket talvezout ivez ur c'henverb da arguzenn un anv, da lâret eo na da rener na da renadenn ar frazenn.

Krouet e oa bet an termen er penn-kentañ evit deskrivañ mont-en-dro ar mongoleg hagg implijet e vez peurliesañ bremañ c'hoazh evit komz eus elfennoù resis yezhadur ar yezhoù mongolek ha turkek ouzhpenn ar sinaeg.

Daosut ha ma n'eo ket kevatal penn-da-benn mont en-dro-an araogennoù ha kenverboù, e sinaeg e vez implijet an hevelep termen 介詞 (pinyin: jiè cí) evit komz eus an div elfenn yezhadurel-se dre ma vez implijet er yezh-se ar c'henverboù evel ma vez implijet an araogennoù (pe ar lerc'hennoù) er yezhoù all.

Renket e vez ar c'henverboù e sinaeg e rummad ar verboù, rak daoust ha ma c'hellont bezañ implijet evel araogennoù e c'hellont bezañ implijet ivez dreze o-unan evel verboù pennañ.

Implijet e vez ar c'henverboù evit sevel savadennoù verboù renk-ouzh-renk (saoz. serial verb construction), unan eus perzhioù pennañ yezhadur ar sinaeg, da skouer:

()(bāng)()(zhǎo)()(.)
(ger-ouzh-ger: me.sikour.te.kavout.eñ.)
"E gavout a rin evidout" will find him for you.

Er skouer-mañ e vez implijet ar rannfrazenn enni ar c'henverb (bāng nǐ; "sikour.te") a-gevret gant ar verb pennañ (zhǎo; "kavout") ha kevatal eo d'ar rannfrazenn araogennek "evidout" e brezhoneg.

A-wezhoù e vez gant ur verb ur ster stre disheñvel pa vez implijet evel kenverb, da skouer (dào) a dalvez "degouzhout" pa vez implijet evel verb ha "da" pa vez implijet evel kenverb.

Gwelit ivez

kemmañ