Rannfrazenn adstagennek

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn adstagennek pe sintagm adstagennek (saoz: adpositional phrase) evit komz eus ur rannfrazenn ganti da benn un adstagenn (saoz. adposition), da lâret eo un araogenn pe ul lerc'henn, en ur c'hoût ez eo an diforc'h nemetañ etre un araogenn hag ul lerc'henn eo o lerc'h resis er rannfrazenn e-keñver an elfenn ma reont dave outi. Implijet e vez an eil pe egile hervez renadur ar penn er yezh-mañ'r-yezh, o klotaat peurliesañ araogennoù gant yezhoù evel ar brezhoneg hag a laka ar penn en deroù keit ha ma ra kentoc'h gant lerc'hennoù yezhoù evel ar japaneg hag a laka er penn en diwezh.

Savet e vez ur rannfrazenn adstagennek gant un adstagenn da benn anezhi, peurliesañ mui ur renadenn evel ur rannfrazenn anv. Peurliesañ e talvez rannfrazennoù adstagennek da renadennoù d'o zro evit rannfrazennoù anv pe rannfrazennoù verb, da skouer :


Ar paotr eus Brest a oa o tebriñ kig
renadenn ar sintagm-anv ar paotr
Skrivañ a reas warnañ
renadenn-degouezh ar sintagm-verb skrivañ a reas
Reiñ a reas arc'hant dezhe
renadenn dieeun ar verb reiñ

Daou doare rannfrazenn adstagennek ez eus neuze: rannfrazennoù araogennek ha rannfrazennoù lerc'hennek.

  • Rannfrazennoù araogennek

Da skouer, dielfenner a reer ar rannfrazenn araogennek-mañ e brezhoneg evel-hen:

(Implijet e vez an diverradurioù saoznek-mañ: S = Frazenn (sentence); NP = Rannfrazenn anv (noun phrase); N = Anv-kadarn (noun); VP = Rannfrazenn verb (verb phrase); PP = Rannfrazenn araogennek (prepositional phrase); P = Araogenn (preposition); Det = Doareer (determiner):


"Pêr 'zo war ar gador"
   S
  /  \
NP    VP
|     | \
N     V  \ 
|     |   PP
Pêr  'zo /  \
        /    \
        P     NP 
        |    /  \
       war  Det  N
            |    |
            ar  gador

Evel ma c'heller gwelet emañ an araogenn e penn ar rannfrazenn adstagennek-mañ ha talvezout a ra ar rannfrazenn anv da rener dezhi.


  • Rannfrazennoù lerc'hennek

Implijet e vez lerc'hennoù ha rannfrazennoù lerc'hennek savet diwarne gant meur a yezh dre ar bed, en o zouez an euskareg, an estoneg, ar finneg, ar japaneg hag an tamileg.

Peuzheñvel eo arc'hwel ul lec'henn ouzh hini un araogenn, seul wezh ma vez staget ul lerc'henn ouzh diwezh ar rennadenn ma ra dave outi kentoc'h evit ouzh he fenn, da skouer e japaneg :


mise ni
« da (ar) stal »
ie kara
« eus (an) ti »


E finneg eo deuet al lerc'hennoù orin da dalvezout da verzkoù an troadoù, da skouer :


kauppaan
« da ar stal »
talosta
« eus an ti »

Gwelit ivezAozañ