Doareer
Ur rummad gerioù eo an doareer pe ger-termeniñ (saoz. determiner), a dalvez da resisaat kementad pe da didermeniñ un anv-kadarn. Meur a doare doreer resis a zo:
- gerioù-mell
- gerioù-kementiñ
- gerioù diskouezañ
- raganvioù-perc'hennañ
Peurliesañ, er yezhoù indezeuropek e vez implijet doareerioù distag a reer stagadennoù oute, da lâret eo gerioù distag ha n'int ket kengerioù lakaet pe e penn pe, raloc'h, e dibenn un anv-kadarn pe ur rannfrazenn anv. Yezhoù zo avat a ra kentoc'h gant kengerioù, dreist-holl lostgerioù evel e svedeg, da skouer :
- bok « levr » > boken « al levr »
Doareerioù ar brezhoneg
kemmañ- gerioù-mell: an; al; ar (strizh) , un; ul; ur (amstrizh)
- gerioù-kementiñ: pep, nebeut, kalz, meur a...
- raganvioù-perc'hennañ: ma, da, e, he, hon/hol/hor, ho, o
- gerioù diskouezañ: -mañ, -se, -hont,