Ger-mell
Ar gerioù-mell a zo anezho gerioù bihan a vez implijet dirak an anv-kadarn, peurvuiañ, da spisaat pe da resisaat da betra e ra dave an anv-kadarn-se.
Dre vras e vez graet un diforc'h etre ar ger-mell strizh en un tu hag ar ger-mell amstrizh en tu all.
Implijet e vez, dre vras, ar ger-mell strizh da ziskwel ez eo anavezet an anv-kadarn a reer dave dezhañ, (an davead, pe referent e saozneg), pe da ziskwel e teuio war-lerc'h gerioù all (peurliesañ anvioù-gwan), hag ar re-se a denno d'an anv-kadarn daveeet dezhañ gant ar ger-mell-se, d.s.
- an den, a denn d'un den hag a zo anavezet dija, hervez soñj ar c'homzer, gant e selaouer, hag ar selaouer-se a oar, pe a rank gouzout, eus piv emañ egile o kaozeal;
- "an den bras": spisaet eo gant ur anv-gwan eeun
- "an den am boa gwelet dec'h: spisaet gant ur rannfrazenn anv-gwan (anvet ivez islavarenn-stag)
Implijet e vez ar gerioù-mell amstrizh evit diskwel ez eo diresis ha dispis an anv-kadarn a ra dave outañ, d.s.:
- un den = un den bennaket; n'eus forzh piv; ne vern peseurt den
Da yezhoniourion zo ez eo an anvioù-gwan niverenniñ un isrummad gerioù-mell da vezañ renket e-touez ar re amstrizh ivez.
Peurvuiañ e komzer eus ger-mell amstrizh unan, met yezhoù zo, evel ar galleg, o deus ur ger-mell amstrizh lies:
- des gens = tud
Implijoù ar gerioù-mell
kemmañ- E meur a yezh, evel en arabeg da skouer, n'eus ket gerioù amstrizh. Ar brezhoneg eo ar yezh keltiek nemeti a implij ar gerioù-mell amstrizh.
- Ar gerioù-mell strizh n'eus ket anezhe e holl yezhoù ivez, evel ar japaneg hag ar ruseg hag a ra gant doareoù all da verkañ ar perzhioù stag d'an daveadoù.
E meur a yezh e voe krouet ar gerioù-mell, dreist-holl ar re strizh, diwar raganvioù pe anvioù-gwan, d.s.:
- ille (latin) > el ha la (spagnoleg)
Ar gerioù-mell a c'hell talvezout da verkañ jener pe niver un anv-kadarn ivez, da skouer e portugaleg:
- Strizh
- o ~ os (gourel)
- a ~ as (benel)
- Amstrizh
- um ~ uns (gourel)
- uma ~ umas (benel)
Bez e c'hellont merkañ ivez ar rol a c'hoarvez un anv-kadarn ur frazenn gant ar yezhoù a implij sistem ar c'hasoù, d.s. e gresianeg (gerioù-amstrizh gourel unander nemetken):
- ο nominativel
- το(ν) akuzativel
- του genitivel
E brezhoneg, evel en arabeg dre gomz, e cheñch stumm ar gerioù-mell hervez ar sonioù a deu warlerc'h:
- al levr; ul levr
- an den; un den
- ar c'hi; ur c'hi
Yezhoù zo, evel re Skandinavia da skouer, a implij lostgerioù e lec'h gerioù-mell distag, da skouer e daneg:
- gourel: plan ("raktres") > planen ("ar raktres")
- nebreizh: plan ("plaenenn") > planet ("ar blaenenn")
Kavet e vez seurt lostgerioù e yezhoù all ivez, d.s.: