Rannfrazenn anv-gwan

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn anv-gwan pe sintagm-anv-gwan (saoz: adjectival phrase; diverraet: AP) evit komz eus ur rannfrazenn ganti un anv-gwan da benn anezhi, a skouer:

leun a draoù

E brezhoneg e c'hell talvezout seurt rannfrazennoù d'o zro da doareañ ur rannfrazenn anv pe c'hoazh da brezegad ur frazenn, da skouer:

Doareer
un ti leun a draoù
Prezegad
leun a draoù emañ an ti

Hir-kenañ ha luziet a-walc'h e c'hell dont da vezañ seurt rannfrazennoù, da skouer:

tiez ruz
tiez ruz bras
tiez ruz bras digor o dorojoù
tiez ruz-flamm bras-spontus digor-bras o dorojoù, leun-chouk a dud