Verb amdranzitivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb amdranzitivel pe verb gwan evit komz eus ur verb gant un arguzenn nemet, ar rener (fiz = 1), da lâret eo n'hall ket bezañ implijet gant ur renadenn, da skouer.
- "mervel"
- "kousk"
Iskevrennad eus | verb |
---|---|
Dezverket dre | intransitive |
Entry in abbreviations table | ف ل |
Enebet ouzh | verb tranzitivel |
An tu-gouzañv
kemmañN'hall ket ar verboù amdranzitivel bezañ implijet en tu-gouzañv en un doare rik, daoust ha ma c'heller sevel frazennoù en tu-gwan ambersonel diwarne e yezhoù 'zo, da skouer en izelvroeg. Pa vez treuzfeurmet ur frazenn enni ur verb tranzitivel en tu-gouzañv e teu da vezañ ur verb amdranzitivel dre ma teu ar renadenn eeun da gemer plas ar rener er frazenn en tu-gouzañv.
Verb tranzitivel-amdranzitivel
kemmañE yezhoù 'zo e kaver ivez verboù tranzitivel-amdranzitivel a c'hell bezañ implijet evel verboù tranzitivel pe evel verboù amdranzitivel, da skouer:
- "Lenn"
- Amdranzitivel: "O lenn emaon"
- Tranzitivel: "O lenn ul levr emaon"
Brizhrenadennoù
kemmañE meur a yezh, ar saozneg en o zouez, e c'hell ul lodenn eus ar verboù amdranztivel pe an holl anezhe bezañ implijet gant brizhrenadennoù pe renadennoù meizadek (e saoz. cognitive objects) savet diwar an hevelep gwrizienn evit ar verb e-unan, da skouer:
- "to sleep" ("kousk")
- Renadenn ebet: "He slept" ("Kousk a reas")
- Brizhrenadenn: "He slept a troubled sleep" = "He slept, and his sleep was troubled" ("Diaes e kouskas" / "Diaes e oa e gousk")