Verb tranzitivel-amdranzitivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb tranzitivel-amdranzitivel (saozneg :ambitransitive verb) evit komz eus ur verb a c'hell bezañ implijet koulz evel ur verb tranzitivel hag evel ur verb amdranzitivel war-eeun hep kemm morfologel, da skouer : ar verb lenn :
- Amdranzitivel : O lenn emaon.
- Tranzitivel: O lenn ul levr emaon.
Kavet e vez stank verboù tranzitivel-amdranzitivel e yezhoù zo keit ha ma vezont implijet nemeur gant yezhoù all ma rank ur verb reiss bezañ implijet gant ur fiz resis atav, da lavaret eo ez eo tranzitivel pe amdranzitivel.
Doareoù verboù tranzitivel-amdranzitivel
kemmañRummataet e c'hell bezañ ar verboù e daou zoare pennañ hervez al liamm etre arc'hwel kevreadurezhel hag arc'hwel semantikel bep o arguzenn yezhadurel : verboù amergativel ha verboù amakuzativel.
Implijet e vez stank pe stankoc'h verboù tranzitivel-amdranzitivel e yezhoù zo, en o zouez ar saozneg da skouer. Yezhoù all avat, en o zouez ar yezhoù romanek, a ra gante ral a wezh, implijet en o lec'h frammadurioù kevreadurezhel all diazezet war ar brizhemobererezh, da skouer e spagnoleg :
- La ventana se rompió ("En em derriñ a reas ar prenestr" = "Terriñ a reas ar prenestr").
Ur verb tranzitivel eo romper ("terriñ") ha n'hall ket bezañ implijet evel verb amdranzitivel war-eun (dalavaret eo n'eo ket ur verb tranzitivel-amdranzitivel). Evit gallout e implijout evel verb amdranzitivel e ranker implijout ur raganv brizhemober stag (se er skouer-mañ) evit lakaat renadenn eeun ar verb tranzitivel da vezañ rener ar verb amzdranzitivel.
Liammoù diavaez:
kemmañ- Changing valency: Case studies in transitivity (edited by R. M. W. Dixon & A. Y. Aikhenvald, Research Centre for Linguistic Typology, La Trobe University, Melbourne)