Verb amakuzativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb amakuzativel evit komz eus ur verb amdranzitivel pa vez disheñvel ar rener yezhadurel diouzh ar graer yezhadurel, da lâret eo n'eo ket rener ar verk kiriek d'an ober displeget gant ar verb.
Diforc'het e vez ar verboù amakuzativel diouzh un tu hag ar verboù amergativel diouzh an tu all. Sklaeroc'h e teu da vezañ an diforc'h pa geñverier verboù tranzitivelamdranzitivel, da skouer:
- Verboù amergativel, d.s.: "debriñ"
- "debriñ a ran" ("me" = S)
- "debriñ ar bara a ran" ("me" = A)
Kevatel eo rener yezhadurel ar verb amdranzitivel ha graer yezhadurel ar verb tranzitivel en degouezh-mañ, d.l.e. steudet eo arc'hwel ar rener ("S") gant arc'hwel ar graer ("A").
- Verb amakuzativel, d.s.: "terriñ"
- "terriñ a ra ar werenn" ("gwerenn" = S)
- "terriñ a ran ar werenn" ("gwerenn" = O)
Amakuzativel eo ar verb tranzitivel-amtranzitivel en degouezh-mañ pa vez implijet evel verb amdranzitivel, o klotaat rener ar verb amdranzitivel gant renadenn eeun ar verb tranzitivel, d.l.e. steudet eo arc'hwel ar rener ("S") gant arc'hwel ar renadenn eeun ("O").
E meur a yezh romanek (d.s. galleg hag italianeg) hag ivez e yezhoù germanek 'zo (d.s. alamaneg hag izelvroeg) e tiforc'her etre verboù tranzitivel amakuzativel diouzh un tu hag amergativel diouzh an tu all hervez ar verboù skoazell implijet gante o-daou, da skouer:
- e galleg:
- amakuzativel: Je suis tombé. ("Kouezhet on/am eus graet/a ris")
- amergativel: J'ai travaillé. ("Labouret am eus/Labourat am eus graet/a ris")