Verb tranzitivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb tranzitivel pe verb tre evit komz eus ur verb a rank kaout d'an nebeutañ ur renadenn ouzhpenn ar rener.
Isrannet e vez ar verboù tranzitivel e daou rummad pennañ:
- Verboù unandranzitivel, da skouer:
- "Mari a lenn ul levr"
- ("Mari" = rener; "ul levr" = renadenn eeun ar verb "lenn")
- Verboù daoudranzitivel, da skouer:
- "Mari a ro ul levr da Yann"
- ("Mari" = rener; "ul levr" = renadenn eeun/gouzañver; "Yann" = resever/renadenn dieeunar verb "reiñ")
An tu-gouzañv
kemmañPa vez treuzfeurmet ur frazenn enni ur verb tranzitivel en tu-gouzañv e teu da vezañ ur verb amdranzitivel dre ma teu ar renadenn eeun da gemer plas ar rener er frazenn en tu-gouzañv.
Verb tranzitivel-amdranzitivel
kemmañE yezhoù 'zo e kaver ivez verboù tranzitivel-amdranzitivel a c'hell bezañ implijet evel verboù tranzitivel pe evel verboù amdranzitivel, da skouer:
- "Lenn"
- Amdranzitivel: "O lenn emaon"
- Tranzitivel: "O lenn ul levr emaon"
E yezhoù all a vat e ranker implijout verboù disheñvel hervez ma vezont implijet en un doare tranzitivel pe amdranzitivel. E japaneg ez eus meur a bar verboù diforc'het evel-hen hervez o zranzitivelezh, da skouer:
- Amdranzitivel (hajimaru: "kregiñ")
- 授業が始まる。
- Jugyō ga hajimaru.
- ("Kregiñ a ra ar ar gentel")
- Tranzitivel (hajimeru: "kregiñ")
- 先生が授業を始める。
- Sensei ga jugyō o hajimeru.
- ("Kregiñ a ra ar c'helenner ar gentel")