Gouzañver (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen gouzañver (e saozneg "patient") pe gwenn ar frazenn (saoz. "target") evit komz eus an hini a c'houzañv pe a zo gwenn ur stad pe d'un ober bennak kaset da benn gant ar graer yezhadurel, da lâret eo hemañ unan eus perzhioù tematek ur stad pe un ober.
Disheñvel eo gouzañver un ober diouzh an tema dre ma rank kemmañ stad ar gouzañver.
Peurliesañ e vez graet dave d'ar stad pe d'an ober gant ur frazenn, ma talvez ar verb da elfenn bennañ evit resisaat perzhioù semantikel ar stad pe an ober-se, ha gant ur rannfrazenn anv evit sklaeraat piv pe petra a c'houzañv pe a zo pal ar stad pe an ober-se, da lâret eo ar gouzañver.
Da skouer, er frazenn-mañ eo "an dour" ar gouzañver yezhadurel er frazenn:
- "Jakez a evas an dour"
Gant yezhoù 'zo, e vez merket graer yezhadurel ur frazenn, da skouer e japaneg gant al lostger pe rannig を ("o").
An diforc'h etre ar graer hag ar renadenn
kemmañDaoust ha ma c'hellont klotaat an eil gant egile, ec'h eo disheñvel-krenn graer yezhadurel ur frazenn diouzh ar renadenn eeun dre m'emañ liammet ar graer ouzh ar verb keit ha m'emañ liammet ar rener ouzh red an titour er frazenn, urzh ar gerioù hag pegen a-bouez eo er frazenn.
Ar gouzañver hag an tu-gouzañv
kemmañDaoust ha ma c'hell klotaat renadenn eeun ar frazenn gant gouzañver ar frazenn en tu-gra e teu da vezañ sklaer ez eo disheñvel an eil diouzh egile pa saver frazennoù en tu-gouzañv. Da skouer:
- Tu-gra
- "Jakez a evas an dour"
- ("an dour" = gouzañver ha renadenn eeun ar frazenn war un dro)
- Tu-gouzañv
- "Evet e oa bet an dour gant Jakez"
- ("an dour" = gouzañver ar frazenn; "Jakez" = graer ar frazenn)