Marateg
yezh
Ur yezh indez-aryek eo ar marateg (मराठी; RLVK: marathī) komzet gant tro-dro da 90 milion a dud en India e Maharashtra dreist-holl, hag ivez tro-war-dro da Goudjarat, Madhya Pradesh, Goa, Karnataka hag Andhra Pradesh.
Marateg (Marathī, मराठी) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | India |
Rannved : | Maharashtra dreist-holl |
Komzet gant : | 90 000 000 |
Renkadur : | 13-17 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | India (Maharashtra) |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | mr |
ISO 639-2 | mar |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | MAR |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Kavet e vez ivez e Stad "Israel", komzet gant yuzevion Bene Israel aet kuit eus India ha Moris.
Yezh ofisiel Maharashtra an hini eo, hag unan eus yezhoù ofisiel India.
Gwechall e veze skrivet ar marateg gant ur skritur dre dorn ispisial anvet modek (modi), met hiziv e vez skrivet gant ar skritur devanagari.