Maharashtra (Marathi: महाराष्ट्र distaget [mahārāṣṭra]), zo unan eus stadoù India, an eil vrasañ e-keñver poblañs (96,7 milion a annezidi e 2001), goude Uttar Pradesh. E kornôg ar vro emañ ha skeiñ a ra war Mor Oman. Mumbai (anvet Bombay gwechall) eo kêr-benn Maharashtra ; kêr-benn armerzhel India eo ivez.

Maharashtra en India

Krouet e oa bet stad Maharashtra d’ar 1añ a viz Mae 1960, evit respont da c’houlennoù niverus e-touez komzerien ar marathi, a oa o chom dre eno. Stad kozh Bombay (a oa bet kresket e 1956, diwar-goust tammoù eus stad Haiderabad ha stadoù amezek all) a voe rannet e div stad : Maharashtra ha Gujarat, rannet hervez o yezhoù.

Div yezh ofisiel zo e stad Maharashtra, an hindi hag ar marathi.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry