Andhra Pradesh
Andhra Pradesh (ఆంధ్ర ప్రదేశం e telougoueg hag Andhra Pradesh e saozneg) zo unan eus stadoù India, war aod ar reter.
Tremen 49 milion a annezidi zo en Andhra Pradesh, war ur gorread 162 970 km². Hyderabad eo ar gêr-benn.
Savet e voe Andhra Pradesh e 1956, pa voe staget tammoù eus stad Hyderabad ouzh an Andhra State, a oa bet savet e 1953 diwar Stad Madras. Evel-se e oa bodet an douaroù ma vez kaozeet telougoueg, zo yezh ofisiel ar stad.
An darn vrasañ eus annezidi Andhra Pradesh (84 %) a gaoze telougoueg, 7 % anezho a gomz ourdoueg, 2,6 % hindeg, 0,9 % kannadeg, hag ar re all yezhoù all c’hoazh, komzet gant niveroù bihan a dud.
E 2014 e voe rannet ar stad ha dispartiet Telangana (a oa e stad Hyderabad gwechall) diouzh Andhra Pradesh.
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |