Stadoù ha tiriadoù India

Wikimedia roll

India zo rannet etre 28 stad ha 7 tiriad.

Stadoù ha tiriadoù India

Stadoù :

1. Andhra Pradesh
2. Arunachal Pradesh   
3. Asam
4. Bihar
5. Chhattisgarh
6. Goa
7. Gujarat

8. Haryana
9. Himachal Pradesh   
10. Jammu ha Kachmir
11. Jharkhand
12. Karnataka
13. Kerala
14. Madhya Pradesh

15. Maharashtra   
16. Manipur
17. Meghalaya
18. Mizoram
19. Nagaland
20. Orisa
21. Panjab

22. Rajasthan
23. Sikkim
24. Tamil Nadu
25. Tripura
26. Uttar Pradesh
27. Uttarakhand
28. Kornôg Bengal

Tiriadoù an Unaniezh :

    A. Inizi Andaman ha Nikobar
    B. Chandigarh
    C. Dadra ha Nagar Haveli
    D. Daman ha Diu
    E. Lakshadweep
    G. Pondicherry

Tiriad ar Gêr-benn Vroadel :

    F. Delhi

Da vare Impalaeriezh Breizh-Veur e oa broioù all en Indez, ouzhpenn India, broioù zo aet abaoe d'ober stadoù Pakistan ha Bangladesh (Nepal, Bhoutan ha Birmania a oa bet stag ouzh Indez ivez da vareoù zo). En Indez vreizhveurat e oa meur a zoare stad : ar proviñsoù a oa renet gant ur gouarnour anvet evit se gant Breizh-Veur hag ar stadoù priñsel a oa renet gant ur priñs pe ur roue, emren a-walc'h diouzh Breizh-Veur ha pa asantfe ober gwazoniezh da roue Breizh-Veur.

Pa voe dispartiet Pakistan diouzh India e 1947, e voe staget ar proviñsoù hag ar priñselezhioù-se ouzh an eil bro pe eben, war-bouez Panjab ha Bengal a voe rannet etrezo[1]. En em glevet a reas an div vro evit lezel renerien ar "stadoù priñsel" da zibab ouzh pehini e felle dezho bezañ staget. Stad Hyderabad (en Andhra Pradesh bremañ) a oa renet gant ur priñs a glaskas chom dizalc’h diouzh an div vro nevez, met en aner : staget e voe e zouaroù ouzh India, dre heg. Er gwalarn, e Jammu ha Kachmir, e voe bec’h etre India ha Pakistan, pa glaske pep bro lakaat he c’hrabanoù war ar stad-se, poblet gant muzulmiz dreist-holl (77% a vuzulmiz), met renet gant ur priñs hindou, ur "Maharaja". Goude un tamm brezel e voe rannet Jammu ha Kachmir, gant ul lodenn vihan a voe staget ouzh Pakistan hag al lodenn vrasañ a chomas stag ouzh India.

Er bloavezhioù goude an dizalc’hiezh, e 1947, e voe troet ar stadoù priñsel tamm-ha-tamm, e proviñsoù evel ar re all, hag e kollas ar briñsed o galloud. Goude se, er bloavezhioù 1950, e voe adwelet an doare ma oa rannet ar proviñsoù. E 1956 e voe krouet stadoù nevez, a glote gwelloc‘h o bevennoù gant harzoù yezhel. E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe staget ouzh India an trevadennoù gall ha portugalat oa c’hoazh el ledenez, ha dont a rejont da vezañ tiriadoù eus an Unaniezh : Puducherry, Dadra ha Nagar Haveli, Goa, Daman ha Diu.

Diwezhatoc’h e voe krouet stadoù all pe e voe adwelet bevennoù ar stadoù : Haryana, 1966, a voe distaget diouzh Panjab. E 2000 e voe krouet teir stad nevez Jharkhand, Chhattisgarh ha Uttaranchal. Rouantelezh kozh Sikkim a voe staget ouzh India, evit dont da vezañ unan eus he stadoù, e 1975. En Asam e voe krouet meur a stad vihan, da respont da c’houlennoù an annezidi er bloazhioù 1960 ha 1970.

E 2014 eo bet rannet Andhra Pradesh ha savet Telangana diwarni.

Notennoù

kemmañ
  1. hag Asam ivez, met n’eus nemet un tamm bihan eus Asam a voe staget ouzh Reter Pakistan