Rajasthan
Rajasthan pe Rājasthān (राजस्थान en hindi) zo unan eus stadoù India. Ar stad ec'honañ eo (342 239 km²). met n'eo ket an hini bobletañ, rak dezerzh Thar a c'holo ul lodenn vat anezhi, er c'hornôg (56,47 milion a dud e 2001).
En-dro dezhi emañ Gujarat er c'hreisteiz, Pakistan er reter, Madhya Pradesh er gevred, Uttar Pradesh ha Haryana er biz, ha Panjab en hanternoz. Jaipur, Jodhpur, Ajmer, Kota, Bikaner, Udaipur eo ar c'hêrioù brasañ. Kêr-benn ar stad eo Jaipur.
Savet e voe stad Rajasthan e miz Meurzh 1949, pa voe unanet stadoù priñsed zo, evel Rajputana, Jaipur, Jodhpur... E 1956 voe astennet un tamm.
Tost da 90% eus annezidi ar stad a gaoze hindi, pe kentoc'h ur rannyezh anezhañ, ar rajasthani. E-mesk ar re all e kaver dreist-holl tud a gomz bhili (5,0 %) hag urdu (2,2 %).
War dachenn ar relijion, 88,8% eus annezidi Rajasthan a bleustr an hindouegezh, 8,5% an islam, 1,4% ar sikhegezh ha 1,2% ar jainegezh.
Liammoù diavaez
kemmañStadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |