Jharkhand (झारखंड en hindieg, ঝাড়খণ্ড e banglaeg) zo unan eus stadoù India, e reter ar vro. Savet e oa bet e miz Du 2000, gant un tamm eus stad Bihar. Emañ Jharkhand etre ar stadoù-mañ : Bihar en hanternoz, Uttar Pradesh ha Chhattisgarh er c'hornôg, Orisa er c'hreisteiz, ha Kornôg Bengal er reter. Poblet eo gant 26 909 428 a dud (2001), ha gant se ez eo an 13vet stad vrasañ en India e-keñver poblañs. An 28vet stad vrasañ eo a-fed gorread. An hindieg eo ar yezh ofisiel.

Stad Jharkhand en India

Ranchi eo ar gêr-benn, ha Jamshedpur eo ar gêr vrasañ er stad. "Bro ar c'hoadoù" e vefe ster an anv Jharkhand.

Liammoù diavaez kemmañ

 
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry