Manipur
Manipur (মনিপুর e meiteieg, yezh ar vro) zo unan eus stadoù Unaniezh India, gant ur gorread 22 327 km². Er bloavezh 2001 e oa 2 388 634 a dud o chom er stad vihan-se. Imphal eo ar gêr-benn. Emañ Manipur war harzoù India : er reter emañ Myanmar (Birmania), en hanternoz Nagaland, er c'hreisteiz Mizoram hag er c'hornôg Asam.
Ur vroig veneziek eo, gant kernioù a dap betek 2500 metr uhelder. Eztennañ a reer glaou eus ar c'hondon ha holen eus an eienennoù dour tomm. E-leizh a loened gouez a gaver er vro : olifanted, tigred, arzhed, kirvi, marmouzed, bualed ha naeron bras.
Ar meiteieg hag ar saozneg eo an div yezh ofisiel.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Lec'hienn ofisiel gouarnamant Manipur (e saozneg)
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |