Marmouz (loen)

(Adkaset eus Marmouz)
Marmouzed

Ur gorilh
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar marmouzed (pe marmouzien) a zo bronneged eus an urzhiad Primates hag a ya d'ober an infraurzhiad Simiiformes.

Liesseurt eo ar marmouzed ha rannet int e tri rumm:


Dont a rafe marmouz eus ar ger galleg marmot a dalveze evit ur "singe à longue queue" (marmouz e lost hir) er geriadur Furetière (XVIIvet kantved). Evel ar ger marmot e vez implijet marmouz dre hevelebiezh evit ar vugale. Pa vez kaoz eus Yann Varmouz e taveer d'ar bugel personiet. Implijet e vez evit kunujenniñ, dreist-holl evit lakaat da intent eo divalav pe ez-fizikel pe dre e stuzegezh an den kunujennet. En un doare dousoc'h e vez graet marmouz eus un den a c'hell drevezañ jestroù un den all hag e vez lavaret e varmouz ar jestr. P'eo ar marmouzed loened a seblant speredek e c'heller taveiñ da spered un den fin ha gwidreüs. Marmouzañ an traoù, da lavaret eo fardañ diwar patromoù reoù all evit touellañ an dud, e c'heller ober ivez.

Perzhioù boutin

kemmañ

Un nebeud perzhioù boutin a zo d'ar marmouzed : un empenn diorroet mat e-keñver ment o c'horf, un dremm divlev, treid ha daouarn hegrog a lak darn anezho gouest da bignat er gwez hag er brousgwez. Darn anezho o deus lostoù hir ha blev war o c'horfoù a-bezh.

 
Marmouzed e-barzh Park Kam Shan e Hong-Kong

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger marmouz er
wikeriadur, ar geriadur frank.