Gibon
(Adkaset eus Gibbon)
| |||
---|---|---|---|
Hylobates lar.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Uskerentiad : | Hominoidae | ||
Kerentiad : | Hylobatidae | ||
Genad : | Hylobates | ||
Anv skiantel | |||
Hylobates Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar giboned[1] zo marmouzien o vevañ en Azia.
Ar ger Gibbon zo bet degaset da Europa en XVIIIvet kantved gant ar markiz gall Joseph François Dupleix (1697-1763). Abaoe 1766 ec'h eo testeniekaet ar stumm gibbon e galleg[2]. Dont a rafe eus ur yezh eus reter India met n'eus bet kavet roud ebet eus ar ger-se eno.
Rummatadur
kemmañAr giboned a ya d'ober unan eus an daou strollad loened a zo en usfamilh an hominoideed (an eil strollad eo an hominideed).
25 milion a vloavezhioù zo e tispartias ar giboned diouzh hendadoù an hominideed.
Neuz
kemmañHeverk eo ar giboned dre hirder o divrec'h.
Ar re vihanañ eus an hominoideed int.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ GIBBON (Hybolates sp.) gibon m. -ed. Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), Éditions Palantines, 2012, pajenn 638a.
- ↑ Le Robert de la langue française.