Hominidae

Un orangoutan
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Hominidae zo ur c'herentiad er rummatadur klasel. Komzet e vez a-wezhioù ivez eus ar marmouzed meur[1]. E kerentiad an Hominidae e kaver pevar genad : chimpanzeed (Pan), tud (Homo), gorilhed (Gorilla) hag orangoutaned (Pongo).

Cheñchet en deus talvoudegezh ar ger Hominidae — lavaret e vez hominideg a-wezhioù[2]— meur a wech e-korf an XXvet kantved. E penn kentañ e rae meneg eus an dud hag ar spesadoù tostañ outañ (bremañ an hominineed). Hiziv an deiz emañ en hominideed : an dud (ar re a-vremañ hag ar re aet da get), ar gorilhed, ar chimpanzeed hag an orangoutaned.

Un niver a c'henadoù aet da get anavezet zo bodet gant an dud e-barzh iskerentiad an Homininae, lod all, gant an orangoutaned en iskerentiad ar Ponginae. Hendad boutin tostañ an Hominidae a oa o vevañ war-dro 14 milion a vloavezhioù zo[3], pa en em zispartias hendadoù an orangoutaned diouzh re an tri genad all[4]. Hendadoù kerentiad an Hominidae a oa en em zispartiet dija diouzh re kerentiad an Hylobatidae, 15-20 milion a vloavezhioù 'zo marteze.[4][5]


Gwezenn lignez a ziskouez an Hominoidae : an dud (genus Homo), chimpanzeed ha bonoboed (genus Pan), gorilhed (genus Gorilla), orangoutaned (genus Pongo), ha gibboned (pevar genad eus kerentiad an Hylobatidae : Hylobates, Hoolock, Nomascus, ha Symphalangus). An holl anezhe, war-bouez ar gibboned, zo Hominidae.

Perzhioù

kemmañ

Korfadurezh

kemmañ
 
Relegoù den ha gorilh

Pouezañ a ra an Hominidae en oad gour etre 50 ha 250 kg peurliesañ. Bras eo o ment ha kreñv eo o c'higennoù. Diorroet-mat eo o izili uhelañ abalamour ma'c'h implijent anezhe er penn-kentañ da zilec'hiañ diwar-bouez o divrec'h er gwez. Koulskoude ne vez ket implijet an doare-se da zilec'hiañ gant an dud hag ar gorilhed.

Daoudroadek eo ar bale daoust ma ne bad ket, nemet evit spesadoù ar genad Homo. Marmouzed meur Afrika ne valeont ket nemeur (un nebeud metradoù hepken) hag implijout a reont kentoc'h un doare bale pevarzroadek ispisial zo anvet « bale war an oeñsoù » (ar c'h-knuckle-walking e saozneg). An doare ober-se zo ur perzh emdroet, nevesoc'h evit an daoudroadegezh a zo ur perzh hendadel. Ouzhpenn ar c'hnuckle-walking n'en deus mann da welet gant ar pevarzroadegezh klasel, peogwir ez eo serret an daou zorn harp ouzh al leur. Stekiñ a ra an daouarn ouzh al leur gant an tu diavaez eta (gant an oeñsoù) ha n'eo ket gant palv an dorn evel ar palvgerzherien.

Gouest int holl da grapat, nemet ar gorilhed en oad gour, dreist-holl ar maled bras anvet « keinoù arc'hantet » zo re vras o fouez evit krapat er gwez. Koulskoude ez eo gouest ar gorilhed yaouankañ da bignat er gwez.

prognathe eo o dremm hag o empenn zo diorroet-kenañ, e-keñver ar primated all.

Barregezhioù kognitiv

kemmañ

Abalamour d'o barregezhioù kognitiv bras ha dre ma'z int tost d'an dud e vez studiet gant aked ar marmouzed meur a-vremañ e primatologiezh hag en etologiezh kognitiv.

O ferzh pennañ eo o emzalc'h sokial kemplezh-kenañ gant etregweredoù stank-kenañ etre hiniennoù ur memes strollad. Gouest eo o dremm da ziskouez o fromoù hag an holl zo barrek da gehentiñ en un doare efedus ha, gant un deskadurezh azas, da zeskiñ ur yezh diazez ha d'ober gant meizadoù difetis[6]. Emañ ivez an Hominidae e-touez al loened ral o deus skiant anezhe o-unan (en em anavezout a reont en ur melezour, er c'hontrol d'ar c'hizhier da skouer)[7].

Disheñvel eo boued an Hominidae diouzh ar spesadoù. Gallout a reont bezañ hollzebrerien hag a zebr frouezh, greun geotennek ha kig a zeu eus divellkeineged (evel ar merien-gwenn tapet gant ar chimpanzeed) ha mellkeineged bihan (en o zouez marmouzed bihanoc'h, evel ar c'holobouzed a vez chaseet gant ar chimpanzeed). Geotdebrerien hepken eo ar gorilhed hag an orangoutaned avat.


Gwarez

kemmañ

E 2006 emañ en arvar ar pep brasañ eus ar spesadoù marmouzed meur, war-bouez an dud. Ouzhpenn ar chase evit o c'hig ha da zastum arouezioù-trec'h, pe d'o ezporzhiañ, emañ ar marmouzed meur e dañjer abalamour da zistruj o metouier naturel (koadoù an trovanoù peurgetket). Programm ar Broadoù-Unanet evit an endro hag an UNESCO o deus roet lañs e 2001 d'ar Great Apes Survival Project da wareziñ ar spesadoù-se gant skoazell ar poblañsoù lec'hel.

Cheñchet en deus ar rendael diwar-benn gwirioù ar marmouzed meur e fin an XXvet kantved. Daou enklasker amerikan, Peter Singer ha Paola Cavalieri, o deus embannet un « disklêriadenn diwar-benn ar marmouzien meur antropoidek » e 1993 a c'houlenn en o anv ar gwir da vevañ, gwarez ar frankiz hiniennel ha difenn ar jahinerezh. Zeland-Nevez eo ar vro gentañ he deus he degemeret e 1999 gant ul lezenn a anavez an tri gwir diazez-se. Emañ Bro-Spagn war-nes sevel un hevelep lezenn[8]. Lod eus ar skiantourien a gav abeg en anavezadur-mañ abalamour ma krou de facto ur skeuliad talvoudegezhioù eus al loened[9].



Notennoù

kemmañ
  1. "Marmouz meur" zo un anv boutin kentoc'h evit ur strollad taksonomiezh, ha ne vez ket atav implijjet er memes doare. A-wezhioù e seblant e lez an dud a-gostez ("an dud hag ar marmouzed meur") ha gwezhioù all emañ en o zouez ("an dud hag ar marmouzed meur n'int ket tud").
  2. Bruno Mauguin Adalek ar Big-bang betek hiziv, embannadurioù Apogée, 2006, Treiñ : Ofis ar Brezhoneg, p 48 ; termbret
  3. Andrew Hill & Steven Ward (1988). "Origin of the Hominidae: The Record of African Large Hominoid Evolution Between 14 My and 4 My". Yearbook of Physical Anthropology 31 (59): 49–83. DOI:10.1002/ajpa.1330310505
  4. 4,0 ha4,1 Dawkins R (2004) The Ancestor's Tale.
  5. Query: Hominidae/Hylobatidae. Time Tree (2009). Kavet : miz Kµerzu 2010.
  6. Picq, P. et Coppens, Y. (dir.), 2001, Aux origines de l'humanité, vol. 2, Le propre de l'homme, Paris, Fayard (ISBN 2-213-60370-7)
  7. Gallup GG Jr, Chimpanzees: self-recognition, Science 1970;167:86–87.
  8. Le Figaro Sciences, 18 mai 2007, « Les Droits de l'homme pour 2 chimpanzés »
  9. Le Temps, Société, « Le chimpanzé, un homme comme un autre ? »