Homo
| |||
---|---|---|---|
![]() KlopennoùHomo sapiens (a-gleiz)
ha Homo neanderthalensis (a-zehou) keñver-ha-keñver
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata / Vertebrata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Isurzhad : | Haplorrhini | ||
Danisurzhad : | Simiiformes | ||
Uskerentiad : | Hominoidea | ||
Kerentiad : | Hominidae | ||
Anv skiantel | |||
Loen genad | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Homo zo ur genad a vod an den modern hag ar spesadoù kar dezhañ. Bout ez eus anezhañ abaoe war-dro 2,3 – 2,4 milion a vloavezhioù.
Homo habilis, unan hag an daou spesad kentañ ag ar genad Homo, zo un diskennad d’an Australopithecus garhi a veve 2,5 milion a vloavezhioù zo.
Aet eo da get razh spesadoù ar genad Homo nemet Homo sapiens. Ar spesadoù kar dezhañ diwezhañ, Homo floresiensis ha Homo neanderthalensis, zo aet da get, an eil 18 000 bloaz zo; hag egile 28 000 bloaz zo. Neoazh elfennoù dizoloet n’eus ket pell a lak ar skiantourion da soñjal en dije Homo floresiensis treuzvevet betek 12 000 bloaz zo, ha razh poblañsoù an Douar, nemet Afrikaniz, o defe genoù o tonet eus Den Neandertal da heul un hironerezh etre an daou spesad (Homo sapiens ha Homo Neanderthalensis) c’hoarvezet er Reter-Nesañ.
EtimologiezhAozañ
Ar ger homo a dalv “den” e latin ha donet a ra ag an henlatin hĕmo a zeu eñ ag an Indezeuropeg *dʰǵʰm̥mō (“mab an douar”). Roet e voe an anv-mañ d’ar genad gant Carl von Linné e 1758.
Anvioù spesadoù deuet blaz ar c’hozh warneAozañ
- Homo sapiens sapiens ha Homo sapiens neanderthalensis, anvioù daou isspesad ag ar memes spesad (Homo sapiens). Hiriv e vezont lakaet da spesadoù distag ag ar genad Homo: Homo sapiens ha Homo neanderthalensis.
- Den Cro-Magnon
- Den Piltdown (taol-bourd skiantel)
Aozañ
Arvarus eo c’hoazh renkadur ar spesadoù-se ha tabut zo c’hoazh etre an henzenoniourion evit lakaat ar re-mañ-re da spesad pe isspesad. Spesadoù ar genad Homo hervez urzh al lizherenneg:
- Homo antecessor (etre 1,2 ha 0,7 milion a vl.)
- Homo cepranensis
- Homo erectus (1,8 M. a vl.). Brasoc’h eo eget e ziaraogerion. Etre 850 cm3 ha 1 100 cm3 e oa endalc’h e glopenn. Ur baleg us-pod kreñv a oa dezhañ, hogen ne oa ket ken rakkarvenek hag ar spesadoù Homo kent. Ampartoc’h e oa evit sevel ostilhoù ha mestroniañ a rae an tan.
- Homo ergaster (etre 2,2 milion ha 1 milion a vl.)
- Homo floresiensis (Den Flores — dizoloet e 2003 — aet da get war-dro 18 000 bloaz.)
- Homo rudolfensis (2,4 milion a vl.)
- Homo georgicus (1,8 milion a vl.)
- Homo habilis (etre 2,5 ha 1,5 milion a vloavezhioù). 700 cm³ e oa endalc’h e glopenn.
- Homo heidelbergensis (etre 600 000 bloaz ha 200 000 bloaz)
- Homo erectus reilingensis (Pithecanthropus erectus reilingensis) : darn klopenn un hominidae henaek dizoloet e Mervent Alamagn.
- Homo neanderthalensis : ur c'hlopenn bras a oa dezhañ gant un tal war steuziañ, izel, hag un torus tev a-us da doulloù an daoulagad, ha tost elgezh ebet. 1 600 cm3 e oa endalc’h e glopenn, da lâret eo un tammig muioc’h eget hini Homo sapiens. Etre 1,50 ha 1,70 metr sav a oa dezhañ.
Beziañ a rae e re varv gant lidoù-kañv. Bevañ a reas en Eurazia nemetken. Aet eo ar spesad da get.
- Homo rhodesiensis (etre 125 000 ha 300 000 bloaz).
- Homo sapiens, Den Cro-Magnon. An den modern eo. E gavout a reer war razh ar c’hevandirioù.
Den Neandertal ha Homo sapiens (Den Cro-Magnon) o doa bevet en Europa hag er Reter-Nesañ d’ar memes koulz.
- Den Denisova zo ur spesad ag ar genad Homo dizoloet nevez zo e Siberia. Kenoadek e oa da Homo neanderthalensis, Homo sapiens ha Homo floresiensis.
Taolenn geverata spesadoù ar genad HomoAozañ
Spesadoù | Prantad amzer (e milionoù a vloavezhioù) | Dasparzh | Ment en oad-gour (m) | Pouez en oad-gour (kg) | Barr-klopenn (cm³) | Dizoloadennoù ar c'harrekaennoù | Deiziad an dizoloadenn / embannadue e anv |
---|---|---|---|---|---|---|---|
H. habilis | 2,5 — 1,5 | Afrika | 1,0 — 1,5 | 30 — 55 | 600 | Kalz | 1960 / 1964 |
H. rudolfensis | 1,9 | Kenya | 1 glopenn | 1972 / 1986 | |||
H. georgicus | 1,8 — 1,6 | Georgia | 600 | Nebeut | 1999 / 2002 | ||
H. ergaster | 1,9 — 1,25 | Reter ha Su Afrika | 1,9 | 700 — 850 | Kalz | 1975 | |
H. erectus | 2(1,25) — 0,3 | Afrika, Azia (Java, Sina, Kaokaz), Europa | 1,8 | 60 | 900 — 1100 | Kalz | 1891 / 1892 |
H. cepranensis | 0,8 ? | Italia | 1 gokenn glopenn | 1994 / 2003 | |||
H. antecessor | 0,8 — 0,35 | Spagn, Bro-Saoz | 1,75 | 90 | 1000 | 3 lec'hienn | 1997 |
H. heidelbergensis | 0,6 — 0,25 | Europa, Afrika, Sina | 1,8 | 60 | 1100 — 1400 | Kalz | 1908 |
H. neanderthalensis | 0,23 — 0,03 | Europa, Azia ar C'hornôg | 1,6 | 55 — 70 | 1200 — 1700 | Kalz | (1829) / 1864 |
Den Denisova | 0,04 | Mervent Siberia (Altaï) | Nebeut-tre | 2010 | |||
H. rhodesiensis | 0,3 — 0,12 | Zambia | 1300 | Nebeut-tre | 1921 | ||
H. sapiens | 0,25 — amzer a-vremañ | Bed a-bezh | 1,4 — 1,9 | 55 — 80 | 1000 — 1850 | Amzer a-vremañ | — / 1758 |
H. floresiensis | 0,10 — 0,012 | Indonezia | 1,0 | 25 | 400 | 7 hinienn | 2003 / 2004 |
Perzhioù ar genad HomoAozañ
Bout ez eus tri dezverk-diazez al lignez denel:
Daoudroadegezh a-drebad.Aozañ
- 4 c’hrommadur el livenn-gein.
- Un toull kilpenn e diaz ar glopenn e liamm gant ur blegenn-gorf a-sonn.
- Ul lestr ledan ha war-zigor, hag a-drugarez dezhañ ur stabilded a-sav gwelloc’h.
- Morzhedeskern a-veskell ha laka an treid da vout sonn e-keñver ar c’hreiz-pouez.
- Ur meud-troad kenstur gant ar bizied-troad arall ha bezoud ur bolz troad.
- Izili krec’h krenn.
Ouzhpennet e vez bremañ ar c’houested da redek.
Emdroadur ar glopennAozañ
- Ur barr-klopenn bras (> 600 cm3), brasoc’h eget hini an aostralopiteked hag ar primated arall, hag o vout tuet da greskiñ (ouzhpenn 1 500 cm3 evit den Neandertal ha Homo sapiens), nemet evit den Flores (spesad az eas da vihanaat abalamour d’an digenvez enezat).
- Rontadur ar glopenn.
- Pladerezh an dremm (mojell ebet ken).
Obererezhioù sevenadurelAozañ
- Buhez sokial.
- Binvioù gant gwelladenn benañ ar mein ha liesadur ar binviadur (daouduegoù, kraverioù, hag all).
- Implij an tan (Homo erectus?), ha mestroni an tan en oaledoù da-c’houde (testeniekaet adalek Homo neanderthalensis).
- Lidoù-kañv (testeniekaet adalek Homo neanderthalensis).
- Arzoù evel al liverezh pe ar c’hizellerezh (testeniekaet adalek Homo sapiens).