Jawa (pe Java) zo unan eus inizi Indonezia. E-touez lec'hioù pobletañ ar bed eo Jawa, gant 124 milion a annezidi, a zo o vevañ war ur gorread 132 000 km².

Lec'hiadur Jawa en Indonezia
Ur rizeg, e-kichen Yogyakarta

Emañ Jawa en aridennad inizi en em astenn eus kornôg da reter Indonezia, gant Sumatera er c'hornôg dezhi ha Bali er reter. Er biz emañ enez Borneo. Un toullad mat a venezioù-tan zo e Jawa, hag abalamour d'an danvezioù taolet ganto ez eo druz ha strujus an douaroù.

E Jawa emañ kêr-benn Indonezia, Jakarta. Kêrioù bras all zo en enezenn, evel Surabaya, Bandung ha Semarang. Komzet e vez javaeg e kreiz hag e reter an enezenn.

Gwechall e oa ur rouantelezh hindou, hag en amzer an trevadenniñ e oa unan eus ar broioù e dalc'h Kompagnunezh Izelvroat Indez ar Reter, en Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù. Bremañ ez eo kreizenn buhez politikel hag armerzhel Indonezia.

Rannet eo Jawa e peder froviñs ha daou zistrig :



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.