Surabaya (skrivet Soerabaja gwechall) eo an eil kêr vrasañ eus Indonezia, gant ouzhpenn 3 500 000 a annezidi. Kêr-benn proviñs Jawa Timur eo, e reter enez Jawa. Emañ war ribl ar mor, e biz an enezenn.

Ur porzh oberiant-kenañ zo e Surabay, unan eus brasañ porzh Indonezia. Drezañ e vez ezporzhiet sukr, butun, kafe. Chanterioù sevel-listri zo ivez.

Lesanvet e vez "kêr an harozioù" a-wechoù, rak pouezus e voe Emgann Surabaya evit broudañ Indoneziz da stourm evit dieubidigezh o bro, e-pad Dispac'h Broadel Indonezia, er bloavezhioù 1940. Brudet eo Surabaya ivez, dre ma'z eo eno e voe ganet ar prezidant Sukarno, prezidant kentañ Indonezia.

Kerioù gevellet

kemmañ

Gevellet eo Surabaya gant :


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.