Aostralopitek
| |||
---|---|---|---|
Klopenn bugel Taung (Australopithecus)
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Hominidae | ||
Genad : | Australopithecus | ||
Anv skiantel | |||
Australopithecus Dart, 1925 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Australopithecus, eus al latin australis hag eus an henc'hresianeg πίθηκος pithekos ("marmouz"), zo ur genad hominini, a reer aostralopiteked anezhe ivez, hag a veve en Afrika e-doug diwezh ar Plioken ha deroù ar Pleistoken. Diwan a reas ar genad Homo (hag an dud a vremañ) a-douez an Australopithecus, evel ur skourr breur da Australopithecus sediba. Ar genadoù Paranthropus ha Kenyanthropus zo diwanet ivez a-douez Australopithecus.
Australopithecus zo un ezel eus an ismeuriad Australopithecina[1][2] ma lakaer ivez Ardipithecus a-wezhioù[3] daoust ma vez implijet ar ger Australopithecina a-wezhioù d'ober anv eus izili Australopithecus hepken.
E-touez spesadoù ar genad emañ A. garhi, A. africanus, A. sediba, A. afarensis, A. anamensis, A. bahrelghazali hag A. deyiremeda. Dizemglev zo da c'houzout hag-eñ e tlefe bezañ renket spesadoù Australopithecus a zo e genadoù nevez, pe hag-eñ eo heñvelster Paranthropus ha Kenyanthropus gant Australopithecus, abalamour ma'z eo digempoell an daksonomiezh dreist-holl[4][5].
Ar spesad kentañ eus ar genad zo anavezet, A. anamensis, a vevas e reter Afrika war-dro 4,2 milion a vloavezhioù zo. Karrekaennoù Australopithecus a zeuas da vezañ skignet en un doare ledanoc'h-ledan en reter hag e su Afrika[6], a-raok dianadiñ war-dro 1,9 milion a vloavezhioù zo (pe etre 1,2 ha 0,6 milion a vloavezhioù zo ma reer anv eus Paranthropus). Daoust ma n'eus chomet hini ebet eus ar strolladoù staget war-eeun ouzh al lignez-se, Australopithecus en deus bet diskennidi, rak ar genad Homo a ziwanas a-douez ur spesad Australopithecus[4][7][8][9][10] d'ur mare bennak etre 3 ha 2 vilion a vloavezhioù zo[11].
An aostralopiteked o deus perzhioù henaek (empennoù bihan a-walc'h) ha perzhioù emdroetoc'h (dentadur tost da hini ar genad Homo). Kroget e oant da vont war daou droad, neoazh ne c'hellent ket en ober e-pad pell.
Australopithecus en doa daou pe dri gen eilet hag a zeue eus SRGAP2 war-dro 3,4 ha 2,4 milion a vloavezhioù zo (SRGAP2B ha SRGAP2C). An eil anezhe en doa ur roll e kresk niver an neuronoù hag en o dilec'hiadenn en empenn mab-den[12][13]. Kemmoù bras c'hoarvezet e korfadurezh an dorn a weler ivez, da gentañ e karrekaennoù A. afarensis war-dro 3 milion a vloavezhioù zo (bizied berraet e-keñver ar biz-meud ha kemmoù er c'houbloù etre ar biz-yod, an tristurieg hag ar pennog)[14].
Hep mar ebet, brudetañ karrekaenn aostralopitek dizoloet eo hini Lucy, un Australopithecus afarensis dizoloet e 1974 en Ethiopia (rannvro Afar) gant ur skipailh etrebroadel, ar Breizhad Yves Coppens ennañ.
Teknologiezh
kemmañSoñjal a raed gwezhall ne oa ket Australopithecus ken barrek hag Homo evit sevel benvegoù, met kavadenn an A. garhi e-kichen eskern bras bronneged o doa resevet taolioù gant benvegoù maen en deus prouet ne oa ket gwir[15][16]. An dizoloadenn-se, graet e 1994, a oa ar roud koshañ eus produadur benvegoù[17][18]. bete ma voe dizoloet e 2010 roudoù eus merkoù troc'hoù graet 3,4 Ma zo ha lakaet war gont A. afarensis[19], ha dizoloadenn sevenadur Lomekwi e 2015, e-kichen al lenn Turkana, a oa bloaziet eus 3,3 Ma hag a c'hell bezañ lakaet war gont Kenyanthropus marteze[20]. Muioc'h a venvegoù maen eus war-dro 2,6 Ma a oa dizoloet e Ledi-Geraru, e rannvro an Afar, e 2019, daoust ma c'hallfent bezañ bet lezet gant Homo[21].
Notennoù
kemmañ- ↑ Wood, Richmond, 2000
- ↑ Briggs, Crowther, 2008, p. 124
- ↑ Wood, 2010
- ↑ 4,0 ha4,1 Haile-Selassie, Y (27 Here 2010). "Phylogeny of early Australopithecus: new fossil evidence from the Woranso-Mille (central Afar, Ethiopia)". 'Philosophical Transactions of the Royal Society B: Biological Sciences' 365 (1556): 3323–3331. DOI:10.1098/rstb.2010.0064
- ↑ Hawks, John (2017-03-20). 'The plot to kill Homo habilis'.
- ↑ A. bahrelghazali a ziskouez e oa skignet ar genad kalz pelloc'h evit ar pezh a c'heller soñjal diwar ar c'harrekaennnoù dizoloet.
- ↑ (1999) "Australopithecus garhi: a new species of early hominid from Ethiopia". Science 284 (5414): 629–35. DOI:10.1126/science.284.5414.629
- ↑ Exploring the fossil record: Australopithecus africanus (en).
- ↑ (2010) "Australopithecus sediba: a new species of Homo-like australopith from South Africa". Science 328 (5975): 195–204. DOI:10.1126/science.1184944
- ↑ Toth, Nicholas and Schick, Kathy (2005). "African Origins" in The Human Past: World Prehistory and the Development of Human Societies (Editor: Chris Scarre). London: Thames and Hudson. Page 60. (ISBN 0-500-28531-4)
- ↑ (5 July 2016) "From Australopithecus to Homo: the transition that wasn't". Philosophical Transactions of the Royal Society of London B: Biological Sciences 371 (1698): 20150248. DOI:10.1098/rstb.2015.0248
- ↑ Reardon, Sara (2012-05-03). The humanity switch: How one gene made us brainier (en-US).
- ↑ (June 2017) "Structural History of Human SRGAP2 Proteins". Molecular Biology and Evolution 34 (6): 1463–1478. DOI:10.1093/molbev/msx094. ISSN 0737-4038
- ↑ (April 2008) "The evolutionary history of the hominin hand since the last common ancestor of Pan and Homo". Journal of Anatomy 212 (4): 544–562. DOI:10.1111/j.1469-7580.2008.00865.x
- ↑ (23 April 1999) "Australopithecus garhi: A New Species of Early Hominid from Ethiopia". Science 284 (5414): 629–635. DOI:10.1126/science.284.5414.629
- ↑ (23 April 1999) "Environment and Behavior of 2.5-Million-Year-Old Bouri Hominids". Science 284 (5414): 625–629. DOI:10.1126/science.284.5414.625
- ↑ (1997) "2.5-million-year-old stone tools from Gona, Ethiopia". Nature 385 (6614): 333–336. DOI:10.1038/385333a0
- ↑ (2003) "2.6-Million-year-old stone tools and associated bones from OGS-6 and OGS-7, Gona, Afar, Ethiopia". Journal of Human Evolution 45 (2): 169–177. DOI:10.1016/s0047-2484(03)00093-9
- ↑ (2010) "Evidence for stone-tool-assisted consumption of animal tissues before 3.39 million years ago at Dikika, Ethiopia". Nature 466 (7308): 857–860. DOI:10.1038/nature09248
- ↑ (2015) "3.3-million-year-old stone tools from Lomekwi 3, West Turkana, Kenya". Nature 521 (7552): 310–315. DOI:10.1038/nature14464
- ↑ (2019) "Earliest known Oldowan artifacts at >2.58 Ma from Ledi-Geraru, Ethiopia, highlight early technological diversity". Proceedings of the National Academy of Sciences 116 (24): 11712–11717. DOI:10.1073/pnas.1820177116