Biz-yod
Ar biz-yod eo anv ar biz etre ar meud hag ar biz-bras. Gantañ e vez diskouezet traoù ha tud, hag e vez tañvaet ar yod pe ar gaotigell.
Alies, pa vez lavaret sevel an dorn, e vez savet ar biz-yod, hervez an doare da gomz e galleg hag e Bro-C'hall. E broioù all e vez savet an dorn.
War o biz-yod eo e vez lakaet o beskenn gant tud zo pa vezont o wriat, war o biz-bras pe o biz-gwalenn gant ar gemenerien ha kemenerezed peurvuiañ.
Anvioù all
kemmañ- biz-ar-vagerez
- ar biz-liper