Kevandir
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur c'hevandir a vez lavaret en douaroniezh eus ur gorread bras a zouar, gant mor tro-dro dezhañ pe en-dro d'an darn vrasañ anezhañ. Ur ger eo a zo deuet eus ar c'hembraeg dre Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh SADED e 1963[1], hag a vez implijet el levrioù-skol a-vremañ.
Iskevrennad eus | landmass, natural geographic object |
---|---|
Rann eus | Pluskenn, Douar |
Lec'hiadur | continental crust |
Deskrivet en URL | https://www.whosonfirst.org/docs/placetypes/#continent |
Enebet ouzh | meurvor |
Category for eponymous categories | Category:Wikipedia categories named after continents |
Pemp kevandir
kemmañEn doare-se ez eus pemp kevandir : Afrika, Antarktika, Eurazia (da lavarout eo Azia gant Europa), Norzhamerika, Suamerika (an daou-mañ stag gant ur strizh-douar), met a-wechoù e vez meneget enez divent Aostralia evel ar c'hwec'hvet kevandir.
Met aliesoc'h e vez mesket an doare douaroniezhel-se da welet an traoù gant un doare sevenadurel hag istorel, ha neuze en em gaver gant :
- Afrika
- Amerika (gant Norzhamerika ha Suamerika lakaet a-gevret)
- Antarktika (evel m'eo didud e vez lezet alies a-gostez)
- Azia (Eurazia lamet Europa diouti)
- Europa (iskevandir kornôg Eurazia)
- Okeania (Aostralia, mui inizi ar Meurvor Habask)
D'o zro e c'hall ar c'hevandirioù bezañ rannet e iskevandirioù. Kaoz a vez dreist-holl eus iskevandir Indez.
Notenn
kemmañ- ↑ Dafar 63, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., Preder, Kaier 51-52, 1963.