Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur rakger implijet e brezhoneg eo mor- ivez.

Kuzh-heol war ar mor e Namibia.

Ul ledennad dour-sall bras-tre eo ar mor (reizh gourel, liester morioù). Er ster hollekañ e c'holo ar mor an div drederenn eus ar voul-douar, strewet ennañ ar c'hevandirioù. Ar morioù brasañ etre ar c'hevandirioù a vez anvet meurvorioù.

En douaroniezh e vez roet ur ster strizh d'ul ledennad dour-sall bevennet tamm pe damm gant ar c'hevandirioù hag ez eus un nebeud morioù enklozet e-kreiz ur c'hevandir (Mor Aral, Mor Kaspia, ar Mor Marv). Dre astenn-ster e raer mor eus ul ledennad dour dous bras evit e dermeniñ evel brasoc'h eget al lennoù all : gwelet e vez evel ur mor diabarzh (Mor Galilea, Lenn Jeneva, Lenn Van, Lenn Poyang, Lenn Tai ha meur a lenn e Kanada, er Stadoù-Unanet) hag e-kreiz Azia ha Suamerika (Lenn Titicaca).

Koulskoude dre hevelebiezh ez eus morioù ha n'eus ket dour e-barzh, ar re a greder gwelet e planedennoù zo. War al Loar ez eus bet badezet meur a vor (da skouer, Mor ar Sioulded ha Mor ar Glaveier). Memestra evit ar blanedenn Meurzh.

Implijet e vez mor evit mareoù ar mor e-unan : setu ur mor mat (ul lanv mat)

Gerioù deveret Aozañ

E penn gerioù a denn d'ar mor e kaver ar rakger mor evit anv al loened-mor peurvuiañ. Skouerioù : morc'hast, morc'hwen, mordouseg, morgaoul, morgazh, morhoc'h, morlenn, morlaer, morlu, morskoul, morvarc'h, morvezegiezh, morvil.
E dibenn ar gerioù e c'heller kavout mor evel lostger ivez : bran-vor, donvor, izel-vor, ki-mor, kog-mor, kraoñ-mor, leue-mor, steredenn-vor, tramor.
Ar verb morañ a vez implijet evit lakaat ur vag da verdeiñ war ar mor ha divorañ eo ar c'hontrol : mont war an douar goude bageal. Dont war wel goude bezañ bet goloet gant ar mor eo ur ster all da divorañ.

Da vezañ kendalc'het

Dour sal Aozañ

Bez ez eus 3,7 miliard a bloavezhioù, war an Douar ez eus un oberezh mene-tanek bras hag a skarzh aezhenn, gaz karbonek, klor, soufr. Ar gazoù-se o deus reaktet gant an dour evel bremañ gant trenkennadur an dour. Setu skouerioù:

  • CO2 (dioksidenn garbon) + H2O (dour) a ro H+ (ion hidrogen) + HCO3- (ion karbonat)
  • SO2 (dioksidenn soufr) + H2O (dour) a ro H+ (ion hidrogen) + HSO3- (ion sulfat).

100 million a vloavezh goude, an Douar a en em yenañ. An dour a en em glizhenn hag ar glaveier trenk a gouezh evit krouiñ ar meurvorioù kentañ. Hervez un deoriezh, an drenkentez-se en defe rimiet reier an Douar, tennet en defe an dour an holenoù a zo er reier, ha kaset anezho dre redoù-dour, stêrioù,... davet armeurvorioù. Hervez un deoriezh all, an aezhenn a en em glizhiennfe en ur meurvor hag en defe tennet diouzhtu an elfennoù-se en donderioù morel. Bremañ an holen pe kentoc'h an holenoù a deu eus ar mein rimiet gant ar glaveier kouezhet hag en deus leusket e holenoù da vont, kaset gant arredoù-dour davet ar morioù.

Digemm e chom ar paoter holen Aozañ

Ar sodiom a zo euvret e live ar c'heinoù-meurvorel, magma e leiz ez eus er menezioù dindan-vor-se, neuze tomm berv. An ionoù sodiom gant temmperadurioù ken uhel a en emvesk gant partikulennoù all ha stanket er roc'h e chomont. Ar c'helc'hiad-mañ a grou ur c'hempouez. E dour ar meurvorioù ez eus etre 33 he 37 g/l a holen. War c'horre ar morioù lec'h ma vez kavet ar muiañ a holen a zo lec'hiet dindan al lec'hedoù trovanel, er morioù serr pe dost, hag er zonennù mediterrannean dre ma'z eo an aezhennadur uhel hag ar c'hlaveier ral. Er c'hontrol, el lec'hioù lec'h m'emañ uhle ar c'hementad a holen en dour a zo lec'hiet dindan al lec'hedoù klouar rak eno glav,erc'h a vez alies gleb ha yen eo an amzer ha nebeut a aezhennadur a zo.

Trenkennadur ar morioù Aozañ

Trenkennadur ar meurvorioù a zo an anv roet da zigreskwar-gresk pH ar meurvorioù.Etre 1751 ha 2004, pH dour diwar-c'horre ar meurvorioù a zo digresket eus 8,25 da 8,14.Dont a ra eus ar fed e vez produet kalz muioc'h a gazoù saotrus a dreist-holl an dioksidenn garbon.

Ur wech produet, an dioksidenn garbon a bign en atmosferenn lec'h ma en em zisolv e dour ar c'houmoul pe en em zisolviñ a ra diouzhtu e douar morioù hag a euvr 22 donenn CO2 bep bloaz. P'en em zisolv an dioksidenn garbon en dour reaktiñ a ra ganti evit produiñ meur spesadoù kimiek ionek pe ket ionek: dioksidenn garbon dieub disolvet (CO2 ), trenkenn garbonek (H2CO3), hidrogenogarbonat (HCO3-), en o touezh ez eus an drenkenn garbonek hag a c'hell disolviñ ar c'harbonat kalsiom hag a vez kavet e eskern ar c'houral ar pezh a laka anezho en arvar.

Abegoù pennañ an drenkennadur-se:

  • Euvriñ an dioksidenn garbon produet diwar oberezh an den.
  • An azot produet diwar ar red motorizet ha diwar an domerezh, hag a brodu o taou oksidenn azot, andon trenkenn nitrek ha trenkenn nitreux hag a gontamm ar glaveier hag an dourioù gorre ha morrel, dre an atmosferenn hag ar redoù dour.
  • Ar soufr hag a zo e-barzh an danvezioù-tan fosil a en em dreuzfurm e-pad an devadur e dioksidenn soufr, andon trenkenn sulfurek ha sulfureux.
  • Produet e vez ivez gazoù a c'hell trenkennaat an dour dre natur, gant ar menezioù-tan, gant an tangwalloù ha gant an analadur.
  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.