Mor Breizh
Mor Breizh zo ur mor e Kornôg Europa, etre hanternoz Breizh ha Normandi, ha kreisteiz Kernev-Veur ha Bro-Saoz, ha digor war ar Meurvor Atlantel. Ur gorread a 75 000 km² bennak zo dezhañ , un hed a 500 km, ul led a 250 km (d'ar muiañ), hag un donder a 172 m. War ar mor-se e weler un niver bras a listri pa'z eo al liamm etre ar bed hag ar broioù o deus porzhioù eus ar brasañ er bed : Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Alamagn ha broioù Skandinavia.
Rann eus | Meurvor Norzh Atlantel ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | English Channel, Manche ![]() |
Diazad doureier | English Channel basin ![]() |
Bro an diazad | Rouantelezh-Unanet, Frañs ![]() |
Anvet diwar | Bro-Saoz, Breizh, Breizh-Veur ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
Stad | Rouantelezh-Unanet, Frañs ![]() |
Lec'hiadur | Mor an Hanternoz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 50°0′0″N 2°0′0″W ![]() |


Yezhoù all kemmañ
Mor Bretannek e kerneveureg, the English Channel d'ar saoznegerien, ar Manche gant ar c'hallegerien, Môr Udd e kembraeg, Muir nIocht en iwerzhoneg, Oceanus Britannicus pe Mare Britannicum e latin.
Douaroniezh kemmañ
Emañ Mor Breizh etre Mor an Hanternoz er Reter hag ar Meurvor Atlantel er C'hornôg.
E genoù Mor Breizh emañ an inizi Sillan en Norzh hag Enez Eusa er Su.
Inizi all a vez kavet : an Inizi Angl-ha-Normand hag an Enez Wight.
Gerdarzh kemmañ
- e latin : Oceanus Britannicus; Britanniam Mare, da lâret eo : ar mor etre an douar bras hag enez Britannia, Enez Vreizh.