Saena
Ar Saena (Seine e galleg) zo ur stêr eus Bro-C'hall, 777 km dezhi, hag a dremen dre Bariz ha Rouan a-raok en em deurel e Mor Breizh.

Ar Saena e-kichen Les Andelys
An AnvAozañ
Kavout a reer an anv Saena e geriadur Roparz Hemon, hag en hini Geriadur Vallée, a veneg emañ ar ger e Geriadur Gregor Rostren.
Ar stêrAozañ
Eieniñ a ra e Source-Seine, 446 m dreist live ar mor, e kompezenn Langres en departamant Côte-d'Or. Redek a ra a c'hevred da walarn hag aberiñ e Mor Breizh, tost d'an Havr-Nevez.
AdstêrioùAozañ
An departamantoùAozañ
Roet e oa bet anv gallek ar stêr d'an departamant Seine.
Ouzhpenn-se e kaver an anv Seine en anv tri departamant all:
- Seine-et-Marne
- Seine-Maritime
- Seine-et-Oise, un departamant all hag a zo Yvelines bremañ evit un darn.