Pireneoù

Ar Pireneoù zo un aradennad-venezioù lec’hiet etre al Ledenez iberek hag ar peurrest eus kevandir Europa. En em astenn a reont eus ar Mor Kreizdouar, er reter, d’ar Meurvor Atlantel (pleg-mor Bizkaia), er c'hornôg, war tost 500 km. Ledet int war hanternoz Katalonia, Aragón, Euskal Herria (Bro-Vask) ha war kreisteiz Okitania. Emañ priñselezh Andorra a-bezh enno. Euskadi ha Katalonia, e pep hini eus an daou benn, zo a-c’haoliad war an aradennad. Mont a ra ar Pireneoù d'ober an harzoù, tamm pe damm, etre Frañs ha Spagn. Daou gorn-bro zo lec'hiet diouzh un tu eus an aradennad, ent-douaroniel, ha stag ouzh an tu all, ent-politikel : Traoñienn Aran, a red he dourioù war-zu an hanternoz, zo stag ouzh Spagn ha lodenn norshañ Cerdanya, a ya he dourioù war-zu ar c'hreisteiz, zo stag ouzh Frañs (departamant Pireneoù-ar-Reter), war-bouez enklozadur Llívia.

Estanh dels Gorgs en okitaneg, Lac d'Arlet e galleg, e Bearn.

425 km eo hed aradennad ar Pireneoù ha 100 km eo he ledander d'ar muiañ. Aneto eo ar menez uhelañ (3 404 m), lec'hiet e Spagn.

An anvAozañ

Cheñch a ra anv ar Pireneoù hervez ar yezhoù a gaozeer eno: Pirineus e katalaneg, Pyrénées e galleg, Pirineos e spagnoleg, Pirenèus en okitaneg, Perinés en aragoneg ha Pirinioak en euskareg.

Hervez mojennoù Henc'hres e voe krouet ar Pireneoù gant Herakles, evit douarañ ar briñsez Pirene.

 
Ar Pireneoù, diwar skeudennoù tapet gant loarelloù an NASA

DremmvroioùAozañ

N'eus ket lennoù bras evel en Alpoù. Ral hag uhel eo an odeoù. Kalz froudoù zo avat, hag a ra alies lammoù-dour meurdezus. Alies e ra an traoñiennoù un hantergelc'h gant tornaodoù serzh, anved sirkoù.

Lamm-dour Gavarnie (462 m) eo an hini uhelañ, e kreizh ar Pireneoù e sirk Gavarnie (departamant Pireneoù-Uhel, Gwaskogn). E-barzh Park Broadel ar Pireneoù emañ.

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.