Ode
Al lec'h izelañ etre daou gern ul linenn gribenn eo an ode. An hent etre div draoñienn e vez alies, hag hentoù kirri-tan, a-wechoù hentoù-houarn, a c'hall bezañ savet evit mont ha dont aesoc'h etrezo. Ul lec'h tremen e vez ivez alies evit loened zo, al laboused tremeniat dreist-holl met ivez eskell-kroc'hen ha balafenned tremeniat.
An odeoù en Istor
kemmañN'eus ket kalz odeoù er Pireneoù. Brudet eo Boulc'henn Roland avat, graet gant ar marc'heg o skeiñ ouzh ar menez gant e gleze Durandal hervez ar vojenn. Merkout a ra an harzoù etre Bro-C'hall ha Spagn.
En Alpoù e tremenas Napoleone Buonaparte hag e arme e ode ar Sant-Bernez Bras e 1800 evit mont da vrezeliñ en Italia.
Un nebeud skouerioù ode
kemmañ- en Himalaya e vez graet "La" eus an ode, Marsimik La eo anv an hini uhelañ (5 582 m) e Ladakh (Kachmir), e Norzh lenn Pangong.
- ode Uspallata (3 832 m) etre Arc'hantina ha Chile, en Andoù.
- ode uhelañ Aostria eo an Obere Glocknerscharte (3 766 m), etre ar C'hleinglockner (3 783 m) hag ar Großglockner (3 798 m, menez uhelañ Alpoù Aostria).
- er Menezioù Roc'hellek emañ ode Rollins, e Kolorado (3 500 m).
- er Pireneoù, ode Envalira (2 409 m) en Andorra, gant ur riboul dindan treizhaj da 2 000 m.
- Pas de Peyrol (1 589 m), e menezioù Cantal.
- ode Kancamagus (870 m) en Appalachoù e Hampshire-Nevez e Bro-Saoz Nevez.
Er aradennadoù menezioù izel ez eus odeoù ivez, da skouer e Menez Are, ode Roc'h Tredudon (361 m), ode Roc'h Trevezel, pe ode ar Teir Fagodenn (282 m) hag a zo an harzoù etre Birmania ha Thailand.