Kachmir zo ur vro veneziek lec'hiet en hanternoz Indez. 10 milion a dud a zo o chom enni.

Traoñienn Pahalgam.
Kartenn Kachmir kelc'hiet e glaz : Pakistan e gwer, India e glaz, Sina e melen, ar broioù all e gris, no man's land skorneg Siachen e glaz.

Gwechall, betek kreiz an XIXvet kantved, ne dalveze ar ger Kachmir nemet evit un draoñienn, Traoñienn Kachmir. Goude eo bet roet an anv Kachmir d'ur vro vrasoc'h da vare ar raj breizhveuriat (Impalaerezh an Indez) . D'ar mare-se e oa Jammu-ha-Kachmir ur stad priñsel da lâret eo un unpenniezh waz d'ar gurunenn vreizhveuriat.

Abaoe ar Brezel kentañ etre India ha Pakistan e 1947 eo rannet ar vro etre an teir stad India, Pakistan ha Republik Pobl Sina. Evel ma weler war ar gartenn emañ Jammu ha Kachmir en India, Azad Kashmir ha Gilgit–Baltistan e Pakistan, ha Aksai Chin ha traoñnienn Shaksgam e Sina. An daou diriad sinaat a voe roet da Sina gant Pakistan.

Kenderc'hel a ra India da c'houlenn a vefe roet dezhi Kachmir a-bezh, da lâret eo Aksai Chin, traoñnienn Shaksgam, Gilgit-Baltistan hag Azad Kachmir ouzhpenn an tiriadoù a zo dija dindan he beli. Pakistan a c'houlenn Jammu ha Kachmir. Tennderoù politikel ha milourel a vez ingal entre India ha Pakistan. Torret eo bet statud emrenerezh Jammur-ha-Kachmir gant India e miz Eost 2019.

Luskadoù dizalc'hour a zo ivez.

Kartenn

Poblañs

kemmañ

10 milion a dud a zo war ur gorread a 218 000 km2.

Dindan beli Rannvro Poblañs % Islam % Hindouegezh % Boudaegezh % All
  India Traoñienn Kachmir ~4 milion 95 % 4 %
Jammu ~3 milion 30 % 66 % 4 %
Ladakh ~0,25 milion 46 % 50 % 3 %
  Pakistan Azad Kashmir ~2,6 milion 100 %
Gilgit-Baltistan ~1 milion 99 %
  Sina Aksai Chin



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.