Andorra
Priñselezh Andorra (katalaneg : Principat d'Andorra, galleg : Principauté d'Andorre, spagnoleg : Principado de Andorra) zo ur briñselezh vihan e mervent Europa. E menezioù Pireneoù emañ lec'hiet etre Frañs ha Spagn. Ur vro zigenvez e oa gwechall met deuet eo da vezañ ur vro binvidik bremañ a-drugarez d'an touristerezh ha d'he statud baradoz kemedel.
Rann eus | Broioù Katalan |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1278 |
Anv ofisiel | Andorra |
Anv er yezh a orin | Andorra |
Anv berr | 🇦🇩 |
Treuzskrivadur API | ɐnˈdorːə |
Strollad etnek | Andorrans, Spaniards, Portuguese, Frañsizien |
Yezh ofisiel | katalaneg |
Kan broadel | El gran Carlemany |
Sevenadur | culture of Andorra |
Testenn ar ger-stur | Virtus Unita Fortior, El País dels Pirineus |
Kevandir | Europa |
Stad | Andorra |
Kêr-benn | Andorra la Vella |
Gwerzhid-eur | Central European Time, Europe/Andorra |
Lec'hiadur | Ledenez iberek, Pireneoù, Europa ar Su |
Located in the religious territorial entity | archpriesthood of the Valleys of Andorra |
Daveennoù douaroniel | 42°33′30″N 1°33′19″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 42°34′27″N 1°47′11″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 42°39′21″N 1°32′57″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 42°25′44″N 1°31′2″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 42°29′11″N 1°24′33″E |
Poent uhelañ | Coma Pedrosa |
Lowest point | Valira |
Renad politikel | parliamentary coprincipality |
Office held by head of state | French co-prince of Andorra, Episcopal Co-Prince |
Penn ar Stad | Joan Enric Vives Sicília, Emmanuel Macron |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Kentañ Ministr Andorra |
Penn an aotrouniezh | Xavier Espot Zamora |
Korf melestradurel | Executive Council of Andorra |
Korf lezenniñ | General Council of Andorra |
Central bank | Andorran Financial Authority |
Devezh-gouel | New Year's Day, Constitution Day, Meritxell Day, Nedeleg |
Moneiz | Euro |
A zo stok ouzh | Frañs, Spagn, Unaniezh Europa |
Driving side | Dehoù |
Seurt lugell dredan | Schuko, Europlug |
Yezh implijet | katalaneg |
Lec'hienn ofisiel | https://www.govern.ad/ |
Hashtag | Andorra |
Domani internet | .ad |
Banniel (deskrivadur) | flag of Andorra |
Ardamezioù | coat of arms of Andorra |
Douaroniezh an danvez | geography of Andorra |
Dezverket dre | free country |
Istor | history of Andorra |
Roll monumantoù | list of UNESCO Intangible Cultural Heritage elements in Andorra, Tentative List of World Heritage Sites in Andorra |
Rummad tost | Category:Andorra-related lists |
Ekonomiezh an danvez | economy of Andorra |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Andorra |
Mobile country code | 213 |
Araogenn bellgomz ar vro | +376 |
Trunk prefix | talvoud ebet |
Niverenn bellgomz sikour | 112, 110, 116, 118 |
GS1 country code | 840-849 |
Kod plakenn varilh | AND |
Maritime identification digits | 202 |
Arouezenn Unicode | 🇦🇩 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Andorra |
Anv
kemmañMeur orin zo bet kinniget d'an anv Andorra, a zo testeniekaet abaoe ar bloaz 839, ar re bennañ o vezañ : eus an navarraeg andurrial, "strouezheg"[1] ; eus an euskareg ama "dek" + iturri "mammenn"[2].
Istor
kemmañHervez an hengoun eo Karl Veur a roas ur garta da annezidi Andorra evit o zrugarekaat da vezañ kemeret perzh er brezel a-enep an Arabed. Pennaotrouniezh ar rannvro a dremenas da gonted Urgell ha, goude se, da eskob Urgell. Er XIvet kantved e voe un tabut etrezañ ha konted Fois.
Diskoulmet e voe ar rendael e 1278 gant sinadur ur pareaj. Divizet e voe e vefe rannet pennaotrouniezh Andorra etre kont Fois hag eskob La Seu d'Urgell e Katalonia (a oa un darn eus rouantelezh Aragon d'an ampoent). He zachenn hag he stumm poltikel a-vremañ a roas an emglev-se e d'ar briñselezh vihan.
Titl kenbriñs a dremenas da rouaned Navarra. Pa'z eas Herri IV da roue Frañs e kemeras ur gourc'hemenn a savas roue Frañs hag eskob Ugell da genbriñsed Andorra.
Etre 1812 ha 1813 e stagas an Impalaeriezh c'hall Katalonia outi, ha rannet etre pevar departamant. Staget e voe Andorra ivez ha d'un darn eus bann Puigcerdà (departamant Segre) ez eas.
E 1933 e talc'has Frañs ar vro abalamour da drubuilhoù sokial a-raok an dilennadegoù. D'an 12 a viz Gouere 1934 e voe dilennet da diern Andorra ur c'hantread, Boris Skossyreff e anv. Disklêriañ a reas ar brezel ouzh eskob Urgell. Serret e voe gant ar Spagnoled ha kaset kuit da Vro-C'hall. Etre 1936 ha 1940 e lakaas Frañs un detachamant en Andorra d'he gwareziñ ouzh efedoù ar Brezel Spagn. Tizhout a reas soudarded Franco harzoù ar vro e fin ar brezel met n'antrejont ket enni.
Neptu e chomas Andorra e-pad an Eil brezel bed hag un hent-floderezh eus ar c'hentañ seurt e voe.
A-drugarez d'he lec'hiadur e chomas Andorra er-maez eus darvoudoù bras istor Europa ha nebeut a liammoù he devoa gant broioù arall estreget Frañs ha Spagn. Goude ar brezel diwezhañ eo torret he digenvezded gant kresk greanterzeh an touristerezh ha gwelladennoù an treuzdougoù hag an darempredoù. Arnevesaet he deus he frammadur politikel e 1993 ha en hevelep bloaz ez eas da ezelez eus ar Broadoù Unanet.
Politikerezh
kemmañUn demokratelezh parlamantel a zo eus Andorra abaoe 1993. Ar genbriñsed eo ar pennoù-stad met gant ar ministr kentañ hag ar gouarnamant emañ ar galloud-ober. Gant ar c'huzul meur hag ar gouarnamant asambles emañ ar galloud-lezenniñ. Evit 4 bloavezh e vez dilennet ar gannaded. Dizalc’h eo ar justis met choazet e vez ar varnerien gant ar genbriñsed c'hoazh.
N’eus arme ebet gant Andorra. Gant Frañs ha Spagn eo gwarezet he frankiz.
Un emsav disrannañ ez eus e Pas de la Casa.
Melestradurezh
kemmañEtre seizh a barrezioù (katalaneg parròquia) eo rannet Andorra : Andorra la Vella, Canillo, Encamp, Escaldes-Engordany, La Massana, Ordino ha Sant Julià de Lòria.
Douaroniezh
kemmañDindan venezioù emañ an darn vrasañ eus tachenn Andorra. An uhelder krenn a dap 1 996 m. Al lec'h uhelañ eo ar Coma Pedrosa (2 946 m). Ar boblañs a vev e teir zraoñienn dreist-holl, avat. Ar re-mañ a ya d’ober un draoñienn hepken e-kichen Valira, war-du harzoù Spagn. Al lec'h izelañ a zo 870 m a-us da live ar mor.
Hinad Andorra a zo heñvel ouzh hini ar broioù nes met yenoc'h eo abalamour d'an uhelder. Erc'h a vez ingal e-pad ar goañv ha klouaroc'h e vez e-pad an hañv.
Armerzh
kemmañDegas a ra an touristerezh 80% leve Andorra. War-dro 9 milion a dud a zeu weladenniñ ar vro bep bloaz. Sachet e vezont gant ar prizioù izel — n'eus ket tailhoù war an gwerzhioù — an hinad hag ar gweledvaoù. War zigresk emañ lañs an touristerezh, avat, abaoe m'o deus digoret Frañs ha Spagn o harzoù ha torret ar gwirioù maltouterezh.
Ur baradoz-tailhoù a zo eus Andorra ha pouezus-kenañ evit hec'h armerzh eo tachenn ar bank.
N’eus nemet 2 % eus an douareier a c'heller tiekaat hepken hag an darn vrasañ eus ar boued a rank bezañ emporzhiet. An nebeud kouerien eus ar vro a sav deñved dreist-holl hag an greanterzh nemetañ eo ar fardiñ sigaretennoù ha meurbl.
N'eo ket Andorra un ezelez wir eus an Unaniezh Europa met un darempred ispisial he deus ganti. War renk un ezelez wir emañ evit ar produioù oberiataet (gwir maltouterezh ebet) met un nann-ezelez eo evit produioù an douar. N’eus moneiz ebet gant Andorra hag ober a ra gant hini hec'h amezeien. A-raok 1999 ec'h implije al lur gall hag ar peseta spagnol, abaoe e ra gant an euro. Er c'hontrol eus broioù european bihan all n'he deus ket gwir Andorra da gognañ pezhioù. Emañ avat o varc’hata evit kaout aotre d’ober.
Demografiezh
kemmañUr vinorelezh en o bro eo deuet an Andoraned da vezañ. N’eus nemet 33 % eus an annezidi a-gement a zo dezho ar vroadelezh andorran. Ar strollad brasañ eus an embroidi eo ar Spagnoled (49 %), ar Frañsizien (7 %) hag tud eus Portugal.
Poblañs Andorra a dape 71 201 a annezidi e miz Gouere 2006.
Sevenadur
kemmañYezh ofisiel ar vro eo ar c'hatalaneg, yezh rannvro emren Katalonia a zo he sevenadur tost-tost da hini Andorra. Komz a reer spagnoleg, portugaleg ha galleg ivez. Ar relijion bennañ eo an hini gatolik.
Daou skrivagner brudet e Katalonia a zo bet ganet en Andorra : Michèle Gazier ha Ramon Villeró. E Sant Julià de Lòria e tañser contrapàs ha marratxa na vez kavet nemet en Andorra. Ar sonerezh hengounel a zo doare Katalonia dreist-holl.
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) Room, Adrian. Placenames of the World. Jefferson, North Carolina : McFarland, 2003, p. 29 (ISBN 978-0-7864-1814-5)
- ↑ (fr) Deroy, Louis & Mulon, Marianne. Dictionnaire des noms de lieux. Paris : Le Robert, 1994, p. 20 (ISBN 978-2-85036-195-1)
| |||
Katalonia · Bro Valencià · Inizi Balearez · Andorra · Franja de Ponent · Katalonia an Norzh · L'Alguer · el Carxe |