Emmanuel Macron
Emmanuel Macron, ganet d'an 21 a viz Kerzu 1977 en Amiens, zo ur politiker gall, bet uhelgargad ha bankour a aferioù.
Goude bout bet diplomet gant an ENA e 2004 e voe enseller an Teñzor a-raok reiñ e zilez da vont da labourat d'ar bank a aferioù Rothschild & Cie.
Etre 2006 ha 2009 e voe ezel eus ar strollad sokialour. E 2012 e voe anvet da sekretour-meur eiler e kuzulva prezidant ar Republik C'hall François Hollande ; e 2014 e voe fiziet ennañ ar garg a vaodiern an Armerzh, ar Greanterezh hag an Niverel e Eil gouarnamant Manuel Valls.
En Amiens, d'ar 6 a viz Ebrel 2016, e roas lañs d'e strollad politikel En Marche ! ; nebeut goude, d'an 30 a viz Eost, e kuitaas ar gouarnamant evit kemer perzh e dilennadeg prezidant Bro-C'hall, a voe dalc'het d'an 23 a viz Ebrel ha d'ar 7 a viz Mae 2017. Emmanuel Macron a zo bet tapet gant ar C'hovid-19[1] d'ar yaou 17 a viz Kerzu 2020.
Dilennadeg prezidant Bro-C'hall 2017Aozañ
En eil tro dilennadeg prezidant Bro-C'hall e 2017 en em gavas Emmanuel Macron hag e strollad En Marche ! e-tal Marine Le Pen, prezidantez ar strollad broadelour gall Front National.
Dilennet e voe Emmanuel Macron da Brezidant ar Republik C'hall gant 66,1 % eus ar mouezhioù[2] hogen gant 44% eus an dilennerien hepken[3].
Dilennadeg prezidant Bro-C'hall 2022Aozañ
Tarzhañ a ra ar brezel en Ukraina d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022. Kemenn a ra Emmanuel Macron d'an 3 a viz Meurzh 2022 e ya war ar renk evit bezañ addilennet prezidant. Aotren a ra dezhañ ar Vonreizh ober un eil respet.
En eil tro dilennadeg prezidant ar Republik c'hall e 2022 voe Macron (58,54% eus ar mouezhioù eztaolet) addilennet a-enep Marine Le Pen (41,46% eus ar mouezhioù eztaolet)[4].
Emmanuel Macron ha BreizhAozañ
Emmanuel Macron n'eo ket enebet ouzh ar brezhoneg met soñjal a ra e oa bet un dañjer ar yezhoù lec'hel evit ar galleg. Enebet eo ouzh adunvaniñ Breizh. E Kemper d'an 28 a viz Even 2018 e klaske kendrec'hiñ ar vretoned da votiñ evit listennoù En Marche! dre echuiñ e gaoz o embann" bevet Breizh!"[5]
Tachennoù ekonomikel ha sokialAozañ
Emmanuel Macron a zo frankizour. E miz Du 2018, ez eo e-kreiz ar jeu a-fed Luskad ar jiletennoù melen. Al luskad a zo kroget goude ma vefe bet uhelaet priz an dour-tan gant ar gouarnamant hag a zo emledet war-zu un enebiezh daonet d'ar prezidant ha d'e zoare da ren ar vro.
DileuridigezhioùAozañ
Respetadoù | |
---|---|
14 a viz Mae 2017 → bremañ | Prezidant ar Republik C'hall |
8 a viz Ebrel 2016 - 8 a viz Mae 2017 | Prezidant ar Strollad En Marche ! |
26 a viz Eost 2014 - 30 a viz Eost 2016 | Maodiern an Armerzh, ar Greanterezh hag an Niverel |
15 a viz Mae 2015 - 15 a viz Gouere 2014 | Eil sekretour-meur kuzulva Prezidant ar Republik C'hall |
Buhez prevezAozañ
N'en deus bugel ebet.
Liammoù diavaezAozañ
- Macron hag ar yezhoù : Pennad eus L'Express.
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ https://www.ouest-france.fr/sante/virus/coronavirus/direct-covid-19-evolution-de-l-epidemie-vaccins-bilan-nombre-de-morts-et-confinement-a-noel-7089857
- ↑ (fr) Nathalie André, Macron élu. Ce qu'il faut retenir de la matinée, Le Télégramme, 8 Mae 2017.
- ↑ Quatre chiffres qui montrent que l'élection d'Emmanuel Macron n'est pas si écrasante, FranceInfo
- ↑ (fr) Élection présidentielle 2022. Ministrerezh an Diabarzh (Ebrel 2022).
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/bretagne-cinq-et-langue-bretonne-le-president-macron-decoit-5838606