Ar Rassemblement National (RN) ("Bodadeg Vroadel"[1]), bet anvet Front National (FN) ("Talbenn Vroadel") betek ar 1añ a viz Mezheven 2018, a zo ur strollad politikel gall eus an tu-dehoù pellañ krouet e miz Here 1972 ha renet betek miz Genver 2012 gant Jean-Marie Le Pen ; etre 2011 ha 2021 eo bet renet gant e verc'h Marine Le Pen.

Logo an RN
Rassemblement National
strollad politikel
Tachenn obererezhioùother voluntary membership organizations (France) Kemmañ
Deiziad krouiñ1972 Kemmañ
Anv ofisielRassemblement national Kemmañ
Anv er yezh a orinRassemblement national Kemmañ
Anv berrRN Kemmañ
DiazezerJean-Marie Le Pen Kemmañ
PrezidantJordan Bardella Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ezel eusEuropean Alliance for Freedom, Rassemblement Bleu Marine, Patriots.eu Kemmañ
Political alignmentright-wing, right-wing extremism, radical right in Europe Kemmañ
Furm lezenneldeclared association Kemmañ
Sez sokial16th arrondissement of Paris Kemmañ
Raklec'hiet gantFront national Kemmañ
Erlec'hiañ a raFront national Kemmañ
Livnavy blue, ruz Kemmañ
SRGB color hex triplet104E8B Kemmañ
Chomlec'h114 bis Rue Michel Ange Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://rassemblementnational.fr/ Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:National Rally (France) politicians, Q64285680 Kemmañ
Charter URLhttps://www.rassemblementnational.fr/statuts-du-rassemblement-national/ Kemmañ

Lec'hiet etre an tu-dehoù pellañ hag an tu-kleiz pellañ eus ar bed politikel gall eo an FN, en em ginnig evel an tu dehoù broadel[2], poblelour[3] ha riegezhour[4].
An darn vrasañ eus e bennoù a nac'h ez int un darn eus an tu dehoù pellañ.

Deroù an Front National

kemmañ

Krouet e voe ar Front National d'ar 5 a viz Here 1972 gant ur strollad paotred eus an tu-dehoù pellañ : Jean-Marie Le Pen, François Brigneau, Roger Holeindre, Pierre Bousquet, Pierre Durand hag Alain Robert. Enrollet eo statudoù ar strollad politikel nevez d'ar 27 a viz Here 1972 e prefedi Pariz gant Pierre Bousquet, bet Waffen-SS e-pad an Eil Brezel-bed.

An RN/FN, ar brezhoneg hag ar yezhoù arall

kemmañ

Embannet ez eus bet meur a wezh gant pennoù bras ar strollad-mañ e sav a-enep an divyezhegezh brezhoneg/galleg (gant Marine Le Pen e 2009 en abadenn Ripostes) e Breizh hag e nac'h e vefe sinet gant Bro-C'hall ar Garta europat evit ar yezhoù rannvroel pe bihanniver (gant Louis Alliot e 2013 da-geñver ur c'habalerezh evit an divyezhegezh e Katalonia an Norzh).

Dilennadegoù europat 2024

kemmañ

An Unaniezh Vroadel a zo aet kalz war-raok a-fed mouezhioù. E Breizh eo bet al listenn Jordan Bardella o vezañ trec'h e darn ar c'humunioù [5]

Kadoridi

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Anv kinniget gant Termofis
  2. ORTF, 3/11/1972 ; Jean-Marie Le Pen a gaoze eus « droite populaire, sociale, nationale ».
  3. Le Monde 14/01/2008 « Pour M. le Pen, "le populisme vaincra le pipolisme" de M. Sarkozy ».
  4. Front National Jean-Marie Le Pen, en ur brezegenn e 2004 a lavaras eo e strollad « souverainiste depuis le jour même de sa création en 1972 ».
  5. https://www.francebleu.fr/emissions/l-invite-actu-de-france-bleu-breizh-izel/rn-en-tete-en-bretagne-c-est-clairement-un-changement-d-epoque-souligne-jean-jacques-urvoas-7965707.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (4) · Rannvroelourien (3) · Strollad Sokialour (PS) ha tud nes (33 + 10) · PRG (3) · Les Républicains (LR) (12) · Kreiz (UDI, MoDem) (6) · Rassemblement National (12)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Europe Écologie (Ar Re C'hlas (4) · Strollad Sokialour (PS) (6+2) · Les Républicains (LR) (10+2) · Kreiz (UDI, MoDem) (7) · Rassemblement National (4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (steuziet) · Breizh Europa · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · A bep seurt : Le Mouvement de la ruralité