Bodadenn Vroadel (Frañs)
(Adkaset eus Kambr ar Gannaded (Frañs))
Ar Vodadenn Vroadel (galleg: Assemblée nationale) eo anv kambr izel Parlamant Frañs (ar Sened eo ar gambr uhel) ; anvet e vez ivez Kambr ar Gannaded (pe an Deputeed) pe c'hoazh "ar Gambr" hep mui. Er Palez Bourbon, e Pariz, emañ. Hervez Bonreizh ar Pempvet Republik eo karget ar Vodadenn Vroadel da votiñ al lezennoù. Gallout a ra ivez diskar ar gouarnamant. Dilennet eo ar gannaded (anvet député(s)) dre vouezhiadeg evit pemp bloaz, met gallout a ra ar Vodadenn bezañ divodet gant Prezidant ar Republik.
2012 Aozañ
|
|
2017 Aozañ
|
|
2022 Aozañ
|
|
|