Un dael a zo ur vodadeg kevareizhañ dezhi an aotrouniezh evit sevel lezennoù ma vo implijet gant ur c'horf politikel, evel ur Stad, ur rannvro pe ur gêr vras. Lodennoù a-bouez e vezont eus ar sistemoù gouarnamant. Pa vez staliet rannadur ar galloudoù ez eont war ventel ar galloudoù gant an div skourr all : ar galloud erounit hag ar galloud barn.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

Lezennerezh kentael a vez gaet eus al lezennoù produet gant an daeloù. Koulskoude e ya gant an daeloù arsellout ha konduiñ obererezhioù gouarn pa c'hellont enkemmañ ar c'hellid debarzhet dezho.

Lezennourien a vez graet eus izili an dael. Padelezh aotreet an holl estezioù eo an daelvezh[1]. Peurvuiañ e vez dilennet war-euñ gant ar bobl izili an daeloù , met darn anezho a c'hell dilennet dre vouezhiañ hanterat e broioù zo, pa 'z eus ur renad lezenniñ divgambreek.

Orin ar gêr

kemmañ

Ne vez kavet dael nemet gant ar ster breut, tabut er geriadurioù Al Liamm a-raok 1990. Ar ster "bodadeg" a zeu gant F. Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ (1992) gant an daveenn d'an Dáil Eireann (Dael Bro-Iwerzhon). A-hervez, anv ar vodadeg-lezenniñ-se a zo bet lakaet da anv-skouer e brezhoneg. Ne vez kavet e geriadur treadegel ar brezhoneg[2]. .

  1. M. Ménard, Dictionnaire français-breton. Pennad : Législature.
  2. M. Menard, Devri (brassellet e miz Gwengolo 2020).