Al Liamm

Ur gelaouenn lennegel vrezhonek eo Al Liamm-Tir na nÓg, staget dezhi un ti-embann a zo e anv "Embannadurioù Al Liamm". E brezhoneg peurunvan penn-da-benn e vez embannet ar mareadeg daouviziek-mañ hag al levrioù a bep seurt a zo deuet er-maez ingal. Er bloaz 2013 eo deuet er-maez an niverenn 400.

Niverenn gentañ Al Liamm, e 1946.

IstorAozañ

Meur a gelaouenn vrezhonek a oa difluket er bloavezhioù 1945-1946, en o zouez Tir na n-Óg savet gant Ronan Huon (ar chomlec'h a oa hini R. Huon e Lannuon) ha "Kened (kelaouenn)" e Roazhon, renet gant Per Denez hag Arzel Even, hag e Pariz "Al Liamm", diazezet gant Andrev Latimier ha Pêr ar Bihan, a reas gant ar skritur KLT er penn kentañ, met a zegemeras ar skritur peurunvan adal ar pevare niverenn, e 1947.
Betek deroù ar bloaz 1950 e kendalc'has An Avel - Avel an Trec'h da zont er-maez gant Youenn Olier. War dachenn ar relijion gristen evit ar vrezhonegerien zesket e oa Kaieroù Kristen Maodez Glanndour.
Bihan avat e chome kelc'hiad an holl gelaouennoù-se, dre ziouer a baper hag abalamour ma ne oa ket deuet-mat embann skridoù brezhonek, ha buan e voe santet e oa dav o unaniñ hag o c'hendeuziñ ma venned kaout ur gelaouenn vrezhonek a vije bet par da Walarn a-raok ar brezel da vihanañ.

Da gentañ e voe un emglev gant Kened hag e 1948 e voe kendeuzet Al Liamm ha Tír na nÓg.

Lec'h Al Liamm en EmsavAozañ

Setu ma teuas ur gelaouenn nevez er-maez e 1948 dre enteuziadur Al Liamm, Tir na nÓg ha Kened hag a voe roet "Al Liamm - Tír na nÓg" da dalbenn dezhi, renet gant Ronan Huon.
E penn ar bloaz 1948 ec'h embannas ar gelaouenn skridoù Roparz Hemon aet da Iwerzhon. Moullet e veze Al Liamm gant ti-moullerezh "La Mouette" er Baol renet gant Florentin Goinard, chomet e penn ti-embann Skridou Breiz a oa bet hini Strollad Broadel Breiz, hemañ bet berzet e 1944.
E-pad ugent vloaz bennak en em gavas ar gelaouenn "Al Liamm" e penn ar stourm broadelour sevenadurel, ezel brudetañ ar c'hevread "Kuzul ar Brezhoneg" enebet ouzh ar c'hevread "Emgleo Breiz" a embannas ar gelaouenn "Brud" (deuet da vezañ Brud Nevez), er skritur "skolveuriek" e-pad un toullad bloavezhioù da gevezañ ouzh "Al Liamm" end-eeun.

Un emgann kalet e voe an emgann-se, rak berzet e oa ouzh "Al Liamm" pep bevez kefridiel diwar "Kest ar Brezhoneg" da skouer. D'ar mare-se 'ta e kemere "Al Liamm" lec'h "Gwalarn".

Kement-se a badas betek ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. D'ar poent-hont e voe gwelet e oa trec'h kostezenn ar peurunvan renet gant Al Liamm, hogen ar remziad nevez war-lerc'h 1968 a bellaas diouzh ar spered "broadelour rik" a vije bet hini Gwalarn hervez lod. Gwelloc'h eo bet ganto heuilh kinnigoù Roparz Hemon en e bennad "Tri oadvezh ar brezhoneg" embannet e n° 26 Al Liamm (Mae-Mezheven 1951) : "N'eus netra kollet, ha kalz a zo bet gounezet. Rak war gef start ar Yezh C'hlan e c'heller imboudañ barroù ar Parlant. Kefridi ar stourmerien evit ar brezhoneg a zo bremañ, evel ma oa hini an Tad Maner, bezañ komprenet gant pobl ar vrezhonegerien.... An heug rak ar gerioù gallek (hag ar gerioù etrevroadel) a zo, pa seller mat, ur merk a wander kentoc'h eget ur merk a nerzh : un doare kompleks-izelder."

Chom a ra Notennoù e diwezh ar gelaouenn, o klask ober meneg eus kement tra a c'hoarvez war-dro ar brezhoneg daoust d'an traoù bezañ kemmet da vat gant ar binvioù kelaouiñ a-vremañ (internet...).

Setu ar pezh a skriv ar c'helenner skol-veur Francis Favereau e trede levrenn "Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved" e 2008 (p 22) : " Hiziv e talc'h AL LIAMM da bleustrañ hevelep roud "kreiz", bet lañsus dezhi peurliesañ, daoust da chañs-dichañs an Istor, un hanter kantved-pad, pezh a lakas anezhi da nevesaat gwech ha gwech all, hep dezhi morse diroudañ diwar linenn-stur he mennadoù kentañ, sed an amboaz da sevel e brezhoneg ul lennegezh "vodern", broadel he spered, pe broadelour zoken hervez ster ar ger-se en hon yezh, hini ar broadoù bihan "gwasket", digor war ar bed avat hag an hollved zokennoc'h, hag e vije hervez ur reol yezh strizh a-walc'h, danzeet gant dalc'herien an emsav (an trede emsav, an hini sevenadurel, diwar rivinoù an eil ha diorroet tamm-ha-tamm)".

Cheñch a ra ar bed, cheñch ar ra an teknikoù... Cheñch a ra Al Liamm. Klask a ra kendelc'her da ginnig skridoù lennegel ha sevenadurel "modern" da "bobl ar vrezhonegerien", da lavarout eo, traoù skrivet gant tud bet er skol-veur, evit tud bet er skol-veur.

Embannadurioù Al LiammAozañ

Ar skrivagnerien bennañ hag ar re allAozañ

Ar berzh bet graet gant ar genstrivadeg danevelloù bet aozet evit niveren 400 Al Liamm e 2013 a ziskouez e chom ar gelaouenn ur benveg a-bouez evit dizoleiñ "pluennoù" nevez ha kinnig d'ar vrezhonegerien oberennoù gant skrivagnerien diazezet o brud. Estreget lennegezh a gaver enni. Meur a studiadenn a zo bet embannet ganti ha pennadoù burutellañ levrioù a vez ingal : ur gelaouenn sevenadurel eo.

Evel ma skriv Francis Favereau e trede levrenn e Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (Skol Vreizh, 2002) : "Kaer eo gouzout ne ve ket tra-walc'h gant un dezenn skol-veur a-bezh da beurstudial hevelep pikol corpus, savet tamm-ha-tamm e-pad tost da dri-ugent vloaz prestik, gant nouspet kant a skrivagnerien pe a (gen)skriverien anezho, a-benn bezañ lennet gant meur a vil lenner e-pad keit-se."

LiammoùAozañ

  • Lec'hienn Al Liamm. Gallout a reer klask pennadoù dre anv ar skrivagnerien, niverenn ar gelaouenn pe titl ar pennad.