Luskad Gwalarn
"Luskad Gwalarn" a vez graet eus an emsav lennegel bet krouet ha lusket gant Roparz Hemon etre an daou vrezel. Dont a ra anv al luskad eus hini ar gelaouenn lennegel Gwalarn savet gant Roparz Hemon e 1925. Alies e komzer eus ur Skol Walarn hervez skridoù Youenn Olier, met ne seblant ket bezañ mennozh ar skrivagnerien liesseurt a voe ennañ. Bodet e voe meur a skrivagner brezhonek ha gallek, en o zouez Youenn Drezen, Jakez Riou, Abeozen, Xavier Langleiz ha Roparz Hemon e-unan.
Evit anaout anvioù ar skrivagnerien, sellit ouzh Roll skrivagnerien Skol Walarn.
Skol pe luskad ?
kemmañE 1942 e voe aet war wel an droienn Skol Walarn :
E gwirionez, ar menoz-se a vezer boas-tre outañ, — hag abaoe hir amzer, — e kelc'hiad an dornadig tud-se a c'hellimp envel « skol Walarn ».
— Maopreden, e "Kelennadurezh skolioù kentañ Breizh", '’Gwalarn, niv. 152-153, 1942, p. 544.
Pouezet en doe kalz war implij an termen Youenn Olier, pa skrivas ul leor, lakaet an termen skol da ditl hag roet abegoù d’ober evel-se ennañ.
Koulskoude e oa bet nac’het an dro-lavar gant un den a c’hell bezañ bet Roparz Hemon e-unan pa embanne ar sizhunieg Arvor, un nebeud mizioù a-raok, ne oant ket bet bodet ar skrivagnerien en ur skol pa rene digorded spered ha dibaberezh en o zouez.[1]
Pal ar "walarnerien", evel m'eo bet graet anezho, a oa modernaat ar brezhoneg dre glask sevel oberennoù a c'hellfe bezañ war ar memes live ha reoù savet e yezhoù all. Evit reiñ patromoù d'ar skrivagnerien all, troet o deus forzhik oberennoù eus ar saozneg, ar spagnoleg, ar rusianeg, ar gresianeg kozh hag all, dres evel ma veze graet da vare Feiz ha Breiz kentañ.
Levrlennadurezh
kemmañ- Olier, Youenn. Skol Walarn, I : Roparz Hemon’', Embannadurioù Imbourc'h
- Olier, Youenn. Skol Walarn, II : ar skrivagnerien all’', Embannadurioù Imbourc'h
- Olier, Youenn. O sellout war va c'hiz’', Embannadurioù Imbourc'h, 1968
- Olier, Youenn. Un tonkad hag un oberenn’', Embannadurioù. Imbourc'h, 1990
- Favereau, Francis, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, 1919-1944. Skol Vreizh, 2003 (ISBN 291144793X)
- Daniellou, Soazig, Roparz Hemon. Teulfilm evit ar skinwel, 2000
- Tristan Loarer, "Gwalarn, Le premier soufle d’une littérature nationale ». E-barzh La littérature en langue bretonne des origines à nos jours, Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2024.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Arvor, niv. 44, 2 Du 1941.