Soazig Daniellou
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Soazig Daniellou, hag hi ganet d'an 12 a viz Kerzu 1954 e Sant-Brieg, a zo ur broduerez ha sevenerez teulfilmoù a labour e brezhoneg dindan ar c'hevredad Kalanna Productions. An darn vuiañ eus he filmoù a zo bet savet diwar urzhiadennoù ar skinwel rannvroel publik Frañs 3 Kornôg (ar merk Frañs 3 Breizh enni) a gas ar skignerezh dre an abadennoù brezhonek.
Buhez
kemmañGraet he deus studioù war ar sokiologiezh. Skrivet he deus pennadoù brezhoneg er gelaouenn Bremañ.
Dimezet eo gant Andrew Lincoln, bet prezidant Diwan.
Filmoù produet pe sevenet ganti
kemmañ- Brezhoneg leizh o fenn = Du breton dans la tête, 1999, 51 munutenn. Teulfilm. Priz 1999 ar festival etrekeltiek ar sinema hag ar skinwel dalc'het e Portree (Bro-Skos)
- Roparz Hemon, Kalanna Productions, 2000, 52 munutenn. Teulfilm
- Paganiz : pêcheur de goémon, Kalanna Productions, 2005, 52 munutenn. Teulfilm
- Prad don = le pré d'Anicet, Kalanna Productions, 2007, 52 munutenn. Teulfilm
- O seizh posupl, kenbroduet gant Kalanna Productions, Kerzu 2008, 52 munutenn. Teulfilm
- Los Furlukinos, teulfilm 26 mmunut, 2009
- Munutenn hanter Charlez ar Gall -La minute et demie de Charlez ar Gall, teulfilm 26 mmunut, 2011
- Distro Gwenn - Le retour de Gwenn, 26 munut, 2011
- Lann Vraz, kenbroduet gant Kalanna, France Télévisions, Tébéo, Ty télé ha TVR, 98 munut, 2013
- Ar gwim, 2015
- Noz, 2021[1]
Liamm diavaez
kemmañ- Soazig Daniellou - Bretagne & Diversité (br) (fr)
- ↑ https://www.francebleu.fr/emissions/breizh-o-pluriel-17h-18h/breizh-izel, 28 a viz eost 2021.