Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

War gwagennoù ar skinwel e-kerz ar Stad C'hall eo bet krouet an abadennoù skinwel kentañ e brezhoneg.

Gwall dreut int chomet abaoe bloavezhioù .

Ar skinwel brezhonek e dorn ar Stad c'hall

kemmañ

E Roazhon eo bet staliet sez kevrenn gornôg ar skinwel-Stad er bloavezhioù 60. War bali Jean Janvier nepell diouzh ar porzh-houarn eo bet savet ar greizenn gant un nebeud studioioù hag ar burevioù. E-keñver ar velestradurezh e vez renet oberioù rannvroel evit div rannvro, hini Breizh (4 departamant) ha Broioù-al-Liger. Koulskoude e vez skingaset ar c'heleier lec'hel adalek skinpeulioù lec'hel.

An abadennoù skinwel brezhonek

kemmañ

Deroù

kemmañ

War ar skinwel meret gant ar Stad c'hall, ar Radiodiffusion Télévision française (RTF) eo bet aozet an abadennoù skinwel brezhonek kentañ e 1964 war ar skingaserien lec'hel e Breizh. Lavaret eo bet e oa klasket Ministr an Ditour gall, Alain Peyrefitte, enebiñ outi. Goude ar "bulletin d'actualités régionales" pemdeziek e kinnige Charlez ar Gall ur vunutenn hanter e brezhoneg. Pelloc'h e oe daoubleget an heuliadenn-se gant un all evit mont da 3 vunutenn.
"E 1971 e oe krouet ur magazin a bade 15 munutenn pep eil sadorn da 13 eur 30 "Breiz o veva" e ditl. Stumm an dibunañ nevezinti e oa gant ar magazin a rae war e dro Per-Jakez Helias, Fañch Broudig, Charlez ar Gall ha Chanig ar Gall. Cheñch a raio ar stumm evit mont da hini an teulfilmoù diskouezet e-pad un ugent munutenn.
Evit lakaat e pleustr Karta sevenadurel Breizh (1977) e oa kresket padelezh an eurioù brezhonek war kanolioù skinwel Breizh pa oa ar RTF deuet da vezañ an "Office de Radiodiffusion et Télévision française" (e penn ar bloaz 1975) dezhañ ur chadenn nevez aozet, France Régions 3 (FR 3), houmañ chadenn an abadennoù skinwel rannvroel. An abadenn skinwel berr pemdeziek "Noz vad" a zo bet kresket un tammig e fadelezh. Krouet eo bet ur abadenn nevez "Triwec'h ha tri-ugent". Koulskoude pa seller spis ouzh keitad ar badelezh e kaver 28 munutenn war ar sizhun ha 4 war an devezh !

Chom a-blas

kemmañ

Evit lakaat e pleustr rakweladennoù Karta sevenadurel Breizh e tlefe bezañ kresket c'hoazh padelezh an abadennoù skinwel brezhonek pa ne vije ket mui abadennoù ar chadenn gentañ (TF1) war skrammoù FR3 d'ar sadorn. Er c'hontrol e tisklêrias rener FR3 Kornôg e oa ret lakaat un harp da diorroadur an abadennoù skinwel brezhonek.
Evit ober van seveniñ ar promesaoù d'an dilennidi breizhat e oe aozet un abadenn vrezhonek nevez d'al lun e 13 eur 30, "Hekleo an deiziou" he zitl. Ne oa nemet abadennoù skinwel kozh "Breiz o veva" enni ha ne c'helle ket koustañ ker. Hiraet e oe Breiz o veva" gant 6 munutenn ouzhpenn koulskoude.
Eus ar c'hrouidigezh rik e brezhonek n'eus ket bet anv a-raok un teulfilm kaset da benn gant Per ar Flao e 1979 ("An hent-houarn ar ar vicherourien" diwar-benn beajourien war dreñ Kemper-Pariz). Diwar 54 munutenn skingaset pep sizhun e veze kinniget 20 munutenn aozet gant abadennoù skinwel gwelet dija.

Kas a-raok betek ... 116 munutenn ha kiladenn da 90 munutenn pep sizhun

kemmañ

E 1980 e oe karget Fañch Broudig, ur c'helaouenner anezhañ, ren ur skipailh staliet e studio Brest (straed Frédéric Le Guyader). Ur magazin nevezinti, ur c'hard eur-pad, An Taol Lagad, a zo bet skingaset pep Gwener da noz (19 e 35) ha pelloc'h d'ar sadorn war-dro kreisteiz. E 1990 eo bet skingaset ar magazin e-pad 5 munutenn eus al Lun d'ar Gwener.
E 1983-1984 eo bet anvet Youenn Gwernig da rener an abadennoù skinwel brezhonek. Er mare-se e oe krouet abadennigoù divyezhek skingaset e eurioù arvestiñ stank, met ne kreske ket padelezh hollek ar brezhoneg war ar skrammoù. Lakaet eo bet istitloù da "Hekleo an deiziou".
Erfin e oe bodet an abadennoù-program (ha n'int ket nevezinti) d'ar Sul e-pad 1 eur hanter. E 1990 e oe skingaset "Chadenn ar Vro" e-pad 57 munutenn hag e veze ur skingasadenn anvet "Dudi" e-pad 10 munutenn hag ar magazin "An Taol Lagad" eus 12 e 10 da 12 e 30 d'ar sadorn.
Unan eus ar renerien FR3 a anaveze ne vije ket bet abadennoù skinwel brezhonek ma ne tegasfe arc'hant evito Kuzul Rannvro Breizh (war-dro 700 000 F e 1985).

Enkadenn 1991

kemmañ

E 1991 e tivizas France Régions 3 ne vefe ket mui produadurioù e brezhonek hag e vije skarzhet darn ar skipailh oc'h ober war-dro ar brezhoneg kuit. Pa nac'has Alain Bienvenu labourat gant ar moaienoù lezet e oe anvet da benn ar skingasadennoù brezhonek Fañch Broudig (evel produer dileuriet). Ne oa ket mui posupl advouezhiañ an tresadennoù bev a blije kalz d'ar vugale vrezhonek desavet er skolioù divyezhek. Ne chome nemet emzivizoù war blateiz hag enklaskoù. Traoù pell eus ur skinwel modern ha buhezek a c'hell plijout da bep rummad ar vrezhonegerien. Manifestadegoù ha sinadegoù a zo bet evit goulenn ma vo aozet ur chadenn vrezhonek diehan, met ne fiñvas ket ar gouarnamant.

Red an amzer

kemmañ

Adtapout skingasadennoù FR 3 war an Internet

kemmañ

Posupl eo adwelout skingasadennoù brezhonek FR3 war lec'hienn ar chadenn ha pellgargañ o fodskignadoù.

Skinwel brezhonek nevez war Internet

kemmañ

WebNoz

kemmañ

D'an 18vet a viz Kerzu 2006 eo bet skingaset un abadenn vrezhonek kentañ da vezañ kaset ingal war an Internet, WebNoz he zitl. E sal oaled lise Diwan Karaes eo bet aozet dindan renerezh Lionel Buannic. Divizoù war dazont ar brezhoneg hag oberiantizoù nevez e brezhoneg gant heuliadennoù kan ha sonerezh a zo bet an endalc'h e-pad 1 eur 48. Betek Mezheven 2012 e veze skignet pep trede lun ar miz diouzh ul lec'h nevez. Abaoe Mezheven 2011 'n eus ket mui diouzh an abadenn mes erlec'hiet eo bet gant an abadenn "Bec'h Dei".

Skinwel-Web gant An Tour-tan

kemmañ

An deiz a-raok m'eo bet skingaset ar WebNoz kentañ eo bet diskouezet e brezhoneg 54vet ermaeziadenn abadennoù skinwel aozet gant An Tour-tan (servijer), ur servije dediet d'ar sevenadur breizhek e Kemper. D'an 17vet a viz Kerzu 2006 eo bet dispaket 2 eur 20 emzivizoù ha heuliadennoù sonerezh aozet gant bagadoù Brieg, Plomeur ha Kemper peurvuiañ. N'eus ket bet keloù eus skingasadennoù ingal p'eo bet an holl abadennoù all e galleg.

Levrlennadur

kemmañ

Sell ivez ouzh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.