18 Kerzu
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1717 : divodet Stadoù Breizh gant Pierre de Montesquiou d'Artagnan.
- 1914 : Emgann Naulila er su da Angola.
- 1938 : distrujet eo ar monumant d'ar Fédération bretonne-angevine e Pondi, gant un darzhadenn.
- 1944 : kentañ niverenn ar gazetenn c'hall Le Monde, deiziet d'an 19 a viz Kerzu (chom a raio ar boaz).
- 1950 : krouet Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (C.E.L.I.B. e galleg).
- 1961 : aloubet eo kornôg Ginea Nevez gant Indonezia.
- 1994 : kavet ez eus ur vougev baleolitik gant Eliette Brunel, Jean-Marie Chauvet ha Christian Hilaire e Vallon-Pont-d'Arc. Graet e vo Kev Chauvet anezhi.
- 2002 : diskouez a reer evit ar wech kentañ ar film The Lord of the Rings: The Two Towers.
- 2005 : dilennet eo Evo Morales da brezidant ar republik e Bolivia.
- 2010 : gallout a reer sellet, war internet, ouzh niverennoù kozh ar gazetenn L'Ouest-Eclair bet embannet etre 1899 ha 1940.
Ganedigezhioù
kemmañPaul Klee e 1911 | Willy Brandt e 1973 |
Steven Spielberg e 1999 |
- 1626 : Kristina Sveden, rouanez Sveden.
- 1863 : Franz Ferdinand Aostria-Este, arc'hdug Aostria.
- 1878 : Jozef Stalin, politikour ha diktatour soviedat.
- 1879 : Paul Klee, livour genidik eus Suis.
- 1883 : Raimu, aktour gall.
- 1892 : Noël Roquevert, aktour gall.
- 1913 : Willy Brandt, kañseller alaman ha Priz Nobel ar Peoc'h e 1971.
- 1943 : Keith Richards, kaner-sonaozer ha soner saoz, unan eus krouerien orin ar strollad The Rolling Stones.
- 1946 : Steve Biko, stourmer a-enep an apartheid e Suafrika.
- 1946 : Steven Spielberg, filmaozer stadunanat.
- 1963 : Pierre Nkurunziza, prezidant Burundi.
- 1963 : Brad Pitt, aktour stadunanat.
- 1964 : Bruno Belotti, mestrc'hoarier echedoù italian, teir gwech Kampion Italia.
- 1980 : Christina Aguilera, kanerez stadunanat.
- 2001 : Billie Eilish, kanerez stadunanat.
Marvioù
kemmañ- 1442 : Pierre Cauchon, eskob Beauvais, barner e prosez Janed Ark.
- 1737 : Antonio Stradivari pe Stradivarius, savour binvioù sonerezh italian.
- 1817 : Julie Charles, Elvire ar skrivagner gall Alphonse de Lamartine.
- 1826 : Iolo Morganwg, barzh kembraek, saver Goursez Barzhed Enez Vreizh.
- 1829 : Jean-Baptiste de Lamarck, bevoniour gall.
- 1834 : Yann Gonan, gwiader ha skrivagner tregeriat.
- 1843 : Dic Aberdaron, Kembread liesyezher.
- 1880 : Michel Chasles, matematikour gall.
- 1892 : Richard Owen, bevoniour saoz.
- 1955 : Marguerite Deval, kanourez hag aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1971 : Jean Raymond François Piette (Arzel Even e anv-pluenn), yezhour brezhonek ha krouer Hor Yezh e 1953.
- 2001 : Gilbert Bécaud, aktour, kaner-sonaozer ha pianoour gall.
- 2008 : Robert Jonquet, melldroader etrebroadel gall.
- 2011 : Václav Havel, prezidant Tchekoslovakia etre 1989 ha 1992, ha prezidant ar Republik Tchek etre 1993 ha 2003.
- 2016 : Zsa Zsa Gábor, aktorez stadunanat.
- 2023 : Jean-Yves Monnat, bevoniour breizhat.
Lidoù
kemmañ- Deiz ar Republik e Niger.
- Deiz bedel an arabeg (Broadoù Unanet).
- Sent an deiz :
- sant Gatian
- E Breizh : sant Rien